• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Pol skol-veur Pêr-Jakez Helias

Ar pol-se zo meur a ensavadur eus SBI ennañ (kevrennoù, Ensavadur Skol-veur Micherel (ESM)). En ur lakaat boutin o arc’hant hag o binvioù e c’hallont kaout doareoù gwelloc’h da vont en-dro, aesaet e vez ar c’henlabour hag ar c’henemglevioù etrezo, ha lakaet ur gwir vuhez skol-veur da ziwanañ e-mesk 1000 studier bodet war ar c’hampus.

Ar skol-veur, e kenlabour gant Mervent, a bled ivez gant kelenn ar brezhoneg d’ar studierien evit ar vodulenn da zibab kinniget gant SBI.

Pol skol-veur Pêr-Jakez Helias

Krec’h Gwenn
18 bali aod ar Gorkerien
CS 12 024 - 29 018 Kemper Cedex
Pgz 02 90 94 48 00 - pole.quimper@univ-brest.fr

www.univ-brest.fr/pole_quimper

Gwir, ekonomiezh-mererezh

  • Aotreegezh war ar gwir
  • Aotreegezh war ar gwir hag ar velestradurezh, meneg melestradurezh ekonomikel ha sokial treugad melestradurezh hollek ha tiriadel (MHT)
  • Aotreegezh war an ekonomiezh hag ar mererezh, meneg ekonomiezh ha mererezh

Lizhiri ha skiantoù an den

  • Aotreegezh war al lizhiri hag ar yezhoù, meneg yezhoù, lennegezhioù ha sevenadurezhioù estren, arbennigiezh saozneg pe spagnoleg ; yezhoù estren pleustrek, arbennigiezh saozneg - spagnoleg
  • Aotreegezh war an arzoù, al lizhiri hag ar yezhoù, meneg lizhiri, arbennigiezh lizhiri modern
  • Aotreegezh war skiantoù an den hag ar gevredigezh, meneg douaroniezh treugad istor ; meneg istor treugad douaroniezh, melestradurezh pe istor an arz
  • Aotreegezh war ar YEP saozneg-sinaeg, digor d’an deraouidi ha d’an dud n’int ket deraouidi war un dro

Arz, touristerezh ha glad

  • Aotreegezh war skiantoù an den hag ar gevredigezh, meneg istor an arz ha henoniezh treugad hollek pe treugad Buhezañ ha Talvoudekaat ar Gladoù evit prientiñ ar Master micherel en ESM micherioù ar glad
  • Divaotreegezh war ar gwir-istor an arz
  • Aotreegezh vicherel war skiantoù an den hag ar gevredigezh, meneg letierezh ha touristerezh arbennigiezh herberc’hiañ hag endro touristel
  • Aotreegezh vicherel war skiantoù an den hag ar gevredigezh, meneg letierezh ha touristerezh, arbennigiezh ijinañ produioù touristel ha talvoudekaat an tiriadoù
  • Master micherel war skiantoù an den hag ar gevredigezh, meneg sevenadurioù ha kevredigezhioù, arbennigiezh vicherel merañ gladoù ar savouriezh hag an arz.

Skiantoù

  • SUIGB / Skol Uhel an Ijinourien e Gounezvouderezh Breizh atlantel, master micherel war an neveziñ en ijinerezh boued

Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek, summer school

  • Studioù war ar yezhoù ha war ar glad sevenadurel. Betek-henn, ral a wech o doa bet tro ar studierien hag ar skolveuridi, dedennet gant ar yezhoù hag al lennegezh keltiek, da studiañ anezho en ur framm sevenadurel breizhek. Gallout a reont en ober bremañ e Kemper er pol skol-veur Pêr-Jakez Helias. Reiñ a ra Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (KEBK) tammoù kentelioù hañv div sizhunvezh ma c’hall ar berzhidi heuliañ kentelioù yezh d’an daoulamm en div yezh (brezhoneg ha galleg) hag ober o mad eus kentelioù pemdeziek evit studiañ glad Breizh war un dro.