• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ingalded merc’hed / paotred

Paouez gant feulsterioù seksist ha seksel

Ur Sturlevr evit stourm ouzh ar feulsterioù seksit ha seksel a zo bet savet a-gevret gant kêr Gemper, Kemper Breizh-Izel, hag ar c’hevredigezhioù ezel eus ar bodad kevatalded ha liesseurted.

 

Goulennit Angela

Diorroet he deus kêr Gemper ar stignad vroadel « Goulennit Angela » war he zirirad.

Gant « Goulennit Angela », krouet e Rouantelezh-Unanet e 2016, e c'hall an holl dud, ar santimant ganto bezañ e dañjer, klask repu e lec'hioù merket gant ur stiker peget ouzh o stal. Gallout a reont mont tre ha goulenn "Angela" : un anv-kod implijet evit kelaouiñ an dud eus an dañjer.

Kemper Noz

E penn-kentañ ar bloaz 2021 he deus kêr Gemper roet lañs d’un doare kenlabour etre kevelerien a bep seurt eus bed ar vuhez noz, anvet « Kuzul an Noz » (pe « Kemper Noz »), heñvel ouzh an hini bet lañset dija e meur a gêr c’hall. Rannet e meur a fazenn (diagnostik, titouroù, raktres ober…), buan eo bet lakaet ar biz war ur bern dalc’hoù da ziskoulmañ, en o zouez an elfennoù pennañ amañ da-heul :

  • Gwarantiñ ar sioulder hag ar surentez foran,
  • Broudañ ar monedonea,
  • Kreñvaat ar c'hengred hag an ingalded etre ar merc'hed hag ar baotred,
  • Diwall ouzh emzalc'hioù risklus ha gwellaat yec'hed an dud,
  • Brudañ an arz hag ar sevenadur,
  • Brudañ ekonomiezh an noz hag aesaat an doareoù da gaout labour.

 Gallout a rit ivez mont e darempred gant contact@quimper.bzh evit en em enskrivañ evel den a-youl vat.