Pol kenwerzh pennañ Kerne eo Kemper. Giz, aveiñ an dud, arzoù tiegiñ, aveiñ an ti, traoù sevenadurel ha dudi, boued… pinvidik eo ar c’hinnig klok. 800 ti-kenwerzh zo e kreiz-kêr hepken.
A-holl-viskoazh ez eus bet marc’hadoù a-leizh e Kemper : an avaloù-douar war blasenn Sant-Maho, al laezh war blasenn Médard, ar bleunioù war blasenn Maubert, al laezh hag an amann war blasenn an Amann.
Hiziv an deiz ez eus pevar marc’had e Kemper : Koc’hu Sant-Frañsez, ar Marc’had Bras, Marc’had ar Bradenn ha Marc’had biologel Kerfeunteun.
Plijout a raio al lec’hioù-se deoc’h, pe e vefe gwerzhet boued enno pe ne vefe ket, pe e vefent marc’hadoù annezet pe ne vefent ket, gant an aergelc’h leun a virvilh a vez lakaet enno gant ar werzherien hag ar werzherezed.

Les halles Saint-François, haut lieu du commerce quimpérois, Photo : Lionel FlageulPe e vefec'h tud eus ar vro, o tremen dre gêr, pe o klask ur verenn buan, Koc’hu Sant-Frañsez a zegemer ac'hanoc'h a-hed ar bloaz. Ul lec'h dibar eo evit an epikureaned, ar re o klask war-lec’h produioù fresk hag a galite. Bleunioù, pesked, kig, frouezh ha legumaj, sushi, toazennoù fresk, bara ha pastezerezh, krampouezh, tinellerien, ha kalz traoù all c'hoazh : peadra da grouiñ ur gwir gouel tro-dro d’ar blaz ha, da bediñ an dud da zizoleiñ produioù ha barregezhioù lec'hel ar vro, da respont d'o ezhommoù.
Serret eo Koc’hu Sant-Frañsez bep Lun kentañ ar miz.
Digor Bemdez adalek 8 eur vintin
Serret Lun : 2 eur g.m. / Meurzh d’ar Yaou : 7e30 g.m. / Gwener ha Sadorn : 8 eur noz / Sul : 1e g.m.
Ar Marc’had Bras, un dra ret da welet, staliet bep Sadorn vintin a-hed ar Stêr Deir war-zu Park ar Brovidañs. Lec'hiet war ribloù ar stêr ha tost d’ar c’hoc’hu, ar marc'had bras-se zo ur wir ziskouezadeg saour ha produioù lec'hel. Frouezh ha legumaj fresk, fourmaj artizanel, pesked nevez tapet ha boued-mor a blijo deoc’h, kement hag ar produioù artizanel niverus kinniget gant an diskouezerien. Kejit gant produerien entanet, dizoloit arbennigoù ar vro, ha profitit evit ober ho prenadennoù sioulig war droad
Sadorn vintin : Straedoù Sant-Frañsez, Astor ha Boulouard Meilh an Dug, Park ar Sklaserezh ha Park ar Brovidans.
Marc’had Kerfeunteun, gouestlet d’ar re a gar an natur, a laka war wel produioù bio. Bep Gwener e vez bev mat plasenn Théophile Bonnemaison, Bali ar Breudeur Maillet, gant standoù o kinnig ur bern frouezh, legumaj ha produioù laezh bio. Startijenn ha saour naturel a vo kavet ganeoc’h war ar marc'had-mañ, gant produerien lec'hel a labour evit gwareziñ an endro.
Bep Gwener goude-merenn, eus 3e betek 7e30, a-hed ar bloaz e plasenn Théophile Bonnemaison, Boulouard ar Breudeur Maillet, Kemper.
E-kreiz karter ar Bradenn, war plasenn Victor Schoelcher, stag eo ar marc'had-se da hengoun ar marc'hadoù digor. Buhezeg, gortozet ‘vez ar marc'had lec'hel-mañ bep sizhun gant kalz annezidi, a blij dezho en em gavout gant o marc'hadourien boas eno. Fourmaj-laezh, frouezh ha legumaj, kig-yar rost, pesk fresk, ha souezhadennoù all a c'hortoz ac'hanoc'h bep Sul !
Bep Sul vintin us 7e da 14e e plasenn Victor Schoelcher, Kemper.
E kêr Gemper e vez aozet a-hed ar bloaz meur a varc'had ha gwerzh dre demoù, en o zouez ar skouerioù da heul (lod all a zo !) :
Dernière mise à jour le 11/03/2026