• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Sonerezh ha dañsoù Breizh

Kantadoù a sonerien hag a zañserien, e Kemper, a ginnig o lod a grouidigezhioù nevez war dachenn sevenadur Breizh. Kemper a c’hell en em veuliñ da gaout an daou strollad muiañ titlet e Breizh : Bagad Kemper a zo bet Kampion Breizh ar bagadoù 22 gwech, ha Kelc'h Eostiged ar Stangala a zo bet Kampion 16 gwech !

Mont a ra biniaouioù, bombardoù ha binvioù tos d’ober ur bagad, ul laz-seniñ awenet gant ar sonerezh hengounel. Graet e vez sonerien ha sonerezed eus ar re, niverus pe niverusoc’h diouzh ar bagadoù, a c’hoari enno.

Gant ar c’helc’hioù keltiek e vez pleustret an dañsoù hengounel eus Breizh, anezho dañsoù e stumm dañsoù-tro pe chadennoù peurvuiañ, hag alese sevenet abadennoù evit an dibunadegoù pe al leurennoù.

Ur plas dibar o deus ar strolladoù a ra war-dro sevenadur Breizh e Kemper, pa ’z int lec'hioù ma vez pleustret an arzoù da gentañ-penn, hag ivez lec’hioù ma c’hall re gozh ha re yaouank kejañ, lec’hioù ma vez liammet darempredoù sokial da vat.

Lakaet e vez ar c’helc’hioù hag ar bagadoù e rummadoù a vez savet da-heul ar c’henstrivadegoù aozet gant ar c’hevreadoù e meur a gêr e Breizh.

E Kemper e kaver

C’hwec’h bagad : Bagad Kemper, Bagad ar Meilhoù Glas, Bagad Penharz, Bagad an Erge-Vihan, Bagad Sant Padrig, hag Ar Re Gozh
Pevar kelc’h keltiek : Eostiged ar Stangala, Dañserien Kemper, Korriganed ar Meilhoù Glas ha Mederien Penharz

Ar c’hevreadoù

Bodet eo darn vrasañ eus ar strolladoù, kelc’hioù ha bagadoù, e kevreadoù sevenadurel : stummañ a-hed ar bloaz, sikour an arvestoù hag ar c’hrouidigezhioù, ha brudañ kement tra a sell ouzh sevenadur Breizh a vez graet ganto. Sonerion eo ar c’hevread evit ar sonerezh, ha Kenleur evit an dañs.