Gouelioù Kerne

Gouelioù Kerne, bet savet e 1923, zo un darvoud na c’haller ket c’hwitañ warnañ e bed sevenadur Breizh.

E-pad c’hwec’h devezh, e-kreiz an hañv, e teu Kemper a-bezh da vezañ ur gouel bras gant sonioù, livioù ha dañsoù Breizh ha re sevenadurioù all ar bed. Tost da 1.000 den a-youl vat a sikour bep bloaz da aozañ 180 sonadeg pe abadenn ma kaver mesk-ha-mesk sonerezh hengounel ha sonerezh a vremañ, dizoloadennoù ha mignoniezh.

Kanoù, dañsoù, sonerezh, sonadegoù, ha diskouezadegoù a ro e lusk d’ar festival e kalon ur gêr hag ur sevenadur, gouelioù hag a vez echuet gant an dibunadeg vras ma kaver en tu-hont da 3.000 dañsour ha soner deuet eus Breizh a-bezh.

Etre 1923, bloavezh ma oa bet krouet gant Loeiz ar Bourc’hiz, hag an deiz a hiziv, ez eo deuet ar festival da vezañ un arouez: liammet eo e istor hag e emdroadur ouzh re Vreizh ha pobl Vreizh. An trede festival Breizh evit a sell ouzh an niver a dud ez eo hag an emgav brasañ gouestlet da sevenadur Breizh.

Gouelioù Kerne

5 bis, straed Kerfeunteun
BP 1315
29103 Kemper Cedex
Pgz 02 98 55 53 53

Evit gouzout hiroc’h sellit ouzh lec’hienn Gouelioù Kerne.

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e