• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ti ar Glad

En ostel prevez lesanvet « ostel Koadbili » emañ Ti ar Glad abaoe 2011. Ratreet eo bet ar mogerioù, lakaet ez eus bet gouloù dre Led, lakaet ez eus bet ur videobanner, ur c’horn evit an diskouezadegoù, son dre vluetooth… Goude un diskouezadeg kentañ a luc’hskeudennoù gant Pascale Autret e 2011 ez eus bet graet diskouezadegoù all, bepred diwar-benn Kemper, glad dec’h evel hini hiziv, identelezh Breizh hag ar sevenadur.

En deroù, e oa bet lakaet pleustroù arzel an amatourien war wel en diskouezadegoù. Bremañ eo digor al lec’h d’an arzourien a vicher, pe e vefe anv eus arz hengounel pe eus arz modern. An diskouezadegoù a glask bepred souezhiñ ar weladennerien, o lakaat ar glad war wel en un doare all.

Gant Ti ar Glad e vez aozet un diskouezadeg pe ziv bep bloaz. Digoust eo an diskouezadegoù ; un digarez mat d’ober anaoudegezh gant programm Ti ar Glad !

Kavet ‘vez hentadoù gweladenniñ Kemper e brezhoneg en linenn pe e stumm baper e Ti ar Glad :

Ti ar Glad

5 straed ar Barzh Kadiou
29000 Kemper
Pgz 02.98.95.52.48
secretariat.patrimoine@quimper.bzh