Ma Falier Kentañ zo ur palier (galerie e galleg) kevredigezhel, bet krouet gant tud tomm o c'halon gant an arzoù, ha dreist-holl gant ar street art. Ar palier kentañ eo gouestlet d’ar Street-Art ha d’an arz a vremañ e kêr e Penn-ar-Bed.
Palioù ar gevredigezh
Gant Ma Falier Kentañ e vez degemeret bep miz un diskouezadeg nevez. Aozet e vez bep wech ul lid-digeriñ, en doare da dreuzkas stiloù liesseurt hag ur ster disheñvel, met ivez da lakaat al lec’h da vevañ.
Ma Falier Kentañ zo ur c’h-concept store ma vez gwerzhet traoù graet gant dizagnerien, oberennoù graet gant arzourien eus Penn-ar-Bed ha produioù deveret eus an diskouezadeg kinniget war al lec’h (tee-shirtoù, seier, godelligoù, serigrafiennoù, posterioù…) evit ma vo digor an arz d’an holl.
23, straed ar Brovidañs e Kemper
Eurioù digeriñ : a Yaou da Sadorn eus 2e da 6e
Pgz : +33 (0)6 35 02 30 55 pe +33 (0)6 13 10 16 16 - mapremieregalerie@gmail.com - www.mapremieregalerie.com - www.facebook.com/mapremieregalerie