• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Sizhunvezhioù sonerezh Kemper

Abaoe ouzhpenn daou-ugent vloaz e vez roet buhez d'ar sonerezh kan ha binvioù gant ar gouel istorel-mañ eus Kemper e lec'hioù glad. Anavezet mat gant ar re kreñv gant ar sonerezh, brudet eo evit e spered dibar hag evit bezañ digor war kement stil pe prantad estetek a vefe e istor ar sonerezh. War bevar devezh e vez dalc'het ar festival e miz Eost, met aozet e vez pevar prantad pouezus all e-kerzh ar bloaz, evit kinnig abadennoù dibaouez er c'horn-bro.

Ur gouel a vent derad eo, ha dre-se, e aesañ al liammoù etre an arzoù, an oberennoù, an arzourien hag an dud en un aergelc'h plijus, doujus ha gwirion. Ur festival nevezus eo : chom a ra stag ouzh ar bed a-vremañ ha sevel a ra ostilhoù nevez evit ma vefe tu da selaou ar sonerezh en he holl stummoù, digor war bed ar son hag an deknologiezhioù. Ur gouel a live uhel : strivañ a ra dalc'hmat evit ma c'hellfe an holl bezañ touchet gant ar wellentez arzel, dreist-holl ar re yaouank. Ur festival engouestlet penn-da-benn evit ar gwirioù sevenadurel, digor d'an holl arvesterien, hep diforc'h ebet. Ur festival aes da vont ennañ ha marc'had-mat : kinnig a ra prizioù dibar hag digoust zoken evit ar re dindan 18 vloaz.

Skoazellet eo Sizhunvezhioù sonerezh Kemper gant Kêr Gemper, Rannvro Breizh ha Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, met ivez Armor-Lux.

OSCAC - Office Sud Cornouaille d'Animation Culturelle (abaoe1979)

Sizhunvezhioù sonerezh Kemper
BP 91513
29105 Kemper Cedex
contact@semaines-musicales.bzh
Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn Sizhunvezhioù sonerezh Kemper.