Pal ar gevredigezh Hip hop New School, bet krouet e 2002 gant tud yaouank eus Kemper, eo broudañ ar sevenadur Hip hop en e holl zoareoù (dañs, rap, grafitioù, deejaying, beatboxing ha kement zo…) e kêr Gemper ha dre vras e Kerne, e Penn-ar-Bed hag e Breizh.
Eus 2002 da 2014 e veze graet war-dro ar gevredigezh gant tud a-youl vat ha dreist-holl, gant tud yaouank emouestlet hag o zud. A-hed ar bloavezhioù, n’eo ket paouezet hec’h obererezh da greskiñ ha sachet he deus muioc’h-mui a izili daveti.
E 2014, gant skoazell he c’hevelerien bublik - kêr Gemper, Kemper Breizh-Izel, Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, Kuzul Rannvro Breizh - ha gant kevelerien brevez, met ivez gant he izili, en doa gallet an Hip hop New School mont war-raok ha krouiñ daou bol :
En deiz hiziv e vez harpet gant ar gevredigezh tost da 480 skoliad hag a bleustr ingal an dañs ha kement-se e 13 kumun eus an departamant : eus Douarnenez da Gloar-Karnoed en ur dremen dre Gastellin ha Loktudi. Gant kelennerien ha kelennerezed Skol etrekumun an dañsoù hip hop, anezho tud entanet, aketus ha pedagogourien, e vez kinniget kentelioù dre live hag a zere d’ar vugale (adalek 6 vloaz), d'ar grennarded ha d'ar grennardezed, ha d'an dud deuet. Aozet e vez abadennoù evit ar vugale er c ‘hentañ derez hag er skolajoù a-hed ar bloaz. En he hentad studi hollek e kinnig Skol etrekumun an dañsoù hip hop d’ar vugale, abadennoù pleustriñ ouzhpenn (stajoù, cypher - training xxl, ha kement zo…) ha pediñ a ra anezho da gemer perzh en abadennoù o tañsal ha/pe 'giz arvesterien.
Bep bloaz, eus kreiz miz Here da greiz miz Du, e vez aozet ganti ar c’h-Cultures hip hop festival, e kenlabour gant obererien ha kevelerien eus ar c’horn-bro. Ur festival liesseurt eo, gouestlet d’ar sevenadur hip hop, ma vez bodet ennañ miliadoù a zañserien, a gorollerien, a raperien, a z-DJed hag a c’hrafourien.
Deuet eo ar gevredigezh Hip hop New School da vezañ pouezus evit pinvidigezh ha liesseurted sevenadurel Penn-ar-Bed. Anavezet eo ar gevredigezh evel ul lec’h ma vez eztaolet ha krouet traoù, ma vez kendivizoù ha kemmesk etre ar rummadoù sokial hag etre an holl remziadoù. Ul lec’h eo ivez evit en em sevel, evit tapout gouiziegezh, skiant-prenet (aozañ abadennoù, ha kement zo), evit deskiñ bezañ emrenn ha petra eo ar geodedouriezh.
Kreizenn gevredigezhel, 53 Hent-dall an Oded
29000 Kemper
09 53 32 21 93 - contact@hiphopnewschool.com
Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn ar gevredigezh Hip hop New School