• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ar gevredigezh Gros Plan

A-hed ar bloaz e vez kinniget gant Gros Plan ur raktres arzel ha sevenadurel gant talvoudoù kreñv : digeriñ ar sevenadur d’an holl, bezañ digor d'ar bed, ur youl da rannañ ar ouiziegezh, ar c’henstag sokial hag ar c'helenn keodedel.

 

Daou festival ar filmoù aozet er Pôle Max Jacob hag er sinema Katorza

→ LA TÊTE AILLEURS, ur festival filmoù war ur sizhunvezh evit an arvesterien yaouank e-pad vakañsoù-skol miz Here, evit ar vugale hag ar familhoù.
Er programm e kaver rakweledennoù, emgavioù gant an hunvreerien, an ijinourien hag ar gonterien, ha stajoù pleustrek evit klask sevel filmoù.

→ Ar c’h/QIFF [Quimper Images & Films Festival], 6 devezh sinema e penn-kentañ miz C'hwevrer.
Ur festival a laka war wel ar re yaouank ha/pe an dud barrek nevez war ar vicher : kenstrivadeg evit ar filmoù hir kentañ, rakweledennoù, emgavioù gant skipailhioù filmoù, tud pedet, kenstrivadegoù videoioù rannvroel, atalieroù pleustrek ha darvoudoù niverel, sonadegoù, hag abadennoù gouel. Aozet eo ar c’h/QIFF gant meur a gevredigezh eus an tiriad.

Oberezhioù a-hed ar bloaz

  • Skignadennoù er sinema Katorza : bep sizhun ur film « bam d’ar galon », sine-kejadennoù gant sevenourien / sevenourezed ha tud o labourat e bed ar sinema, ur programmadur evit ar re yaouank « La Tête qui tourne », skignadennoù filmoù e spagnoleg, abadennoù filmoù europat, Mizvezh an teulfilmoù, h.a.
  • Kenurzhiañ departamant ar programmoù deskadurezh filmoù abaoe 2012 : Sinema er skol-vamm, Sinema er skol, Sinema er Skolaj.
  • Kevelerezh evit kelenn an arbennigiezh Sinema Kleweled gant lise Sant-Loeiz an Oriant, hag an opsion e Kemper (lise Kerne ha lise Santez-Tereza).
  • Gevell gant al lise micherel e Pont-ar-Veuzenn.
  • Kevelerezh evit ar programm « Tout la lumière sur les SEGPA » gant Skolaj Le Likès e Kemper.
  • Kemer perzh ingal er programm Passeurs d’Images abaoe 1997 e kenlabour gant Tiez an holl Kemper.
  • Aozañ atalieroù sevel filmoù pleustrek, kinniget gant tud a vicher (mash-up, stop-motion, skramm glas, sevel filmoù berr, h.a.).

Skoazellet eo ar gevredigezh Gros Plan gant Kêr Gemper, Departamant Penn-ar-Bed, Rannvro Breizh, DRAC Breizh, hag ar CNC (Kreizenn vroadel ar sinema).

Kevredigezh Gros Plan

38, straed ar Rakkêr - 29000 Kemper
Pgz 02 98 53 74 74 - Plr 02 98 53 57 79 - contact@gros-plan.fr
Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn Gros plan.