An Novomax zo ul lec’h gouestlet d’ar seniñ ha d’ar skignañ sonerezh. Er Pol sevenadurel Max Jacob emañ ha meret eo gant ar gevredigezh « Polarité[s] » . He c’hefridi eo harpañ ar sonerien (amatourien pe tud a vicher) tro-dro d’ur raktres arzel ha sevenadurel en ur ginnig dezho servijoù a bep seurt :
En Novomax ez eus pemp studio pleustriñ hag enrollañ, teir sal-gelenn, ur sal evit ar skol sonerezh ha teatr, hag ar C’hlub, ur sal sonadeg ma c’haller degemer etre 100 ha 390 den.
Ar C’hlub a zegemer lazioù evit pleustriñ hag arvestoù ha sonadegoù bihan digor d’an holl. Salioù melestradurel ar gevredigezh « Polarité[s] », pol-departamant ar sonerezh a vremañ, a vez kavet war al lec'h ivez.
Talbenn an Novomax zo gwerennoù outañ ha digor eo war an diavez. En un hall bras plijus e vez degemeret an arvesterien hag arvesterezed. Ar savadur zo eeun ha leun a ster war un dro gant e wiskad koad kistin ha tal d'ar c’hoariva Max Jacob. Mat-kaer eo ar c’hleved ennañ.
Skoazellet eo ar Gevredigezh « Polarité[s] » gant kêr Gemper, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Rannvro Breizh.
An Novomax
2 bis boulouard Dupleix - 29000 Kemper
Mirout studioioù 02 98 90 28 42
Pgz melestradurezh 02 98 53 14 55