Krouet e 1846, Mirdi koshañ e Penn-ar-Bed eo Mirdi Breizhek an Departamant. He mogerioù hag he zastumadegoù a bed ac’hanoc’h da welet liesseurted pinvidik glad Breizh.
Tremen dre dorioù Mirdi Breizhek an Departamant a zo, dreist-holl, mont tre ul lec’h beuzet gant an istor. Staliet e Palez kozh eskopti Kemper, er mirdi e kaver kalz merkoù eus ar savadur-se, savet er XVIvet kantved : er gegin, e sal ar Freskennoù, en apartamantoù, e tour Rohan e vez lakaet war wel, e-kerzh ar weladenn, sekredoù istor niverus ar savadur.
Porzh ar mirdi, dispartiet diouzh al liorzh gant ur c’hloerdi nevezgotek, a bed d’an diskuizh en ur sellet ouzh arkitektouriezh ar mirdi hag iliz-veur Sant-Kaourantin.
Kalz a c’houlennoù a sav pa vezer o weladenniñ Mirdi Breizhek an Departamant … Piv e oa an Osismied ? Peseurt moneiz a veze implijet e Oadvezh an Arem ? Perak en deus Breizh kement a sent ? Penaos ober an diforc'h etre ar c'hiz Glazik ha Bigouden ? Petra oa emsav Seiz Breur ? Dre un dastumad « Mirdi Bro-C’hall », ennañ ouzhpenn 65 000 pezh, e vo respontet d’ar goulennoù-se gant an diskouezadeg peurbadus, o reiñ tro d’ar weladennerien ha d’ar weladennerezed da zizoleiñ istor ha sevenadur Breizh-Izel, eus ar ragistor betek an deiz a hiziv.
Mirdi breizhek an departamant
1, straed ar Roue Grallon
29000 Kemper
Pgz 02.98.95.21.60
Plr 02.98.95.89.69
musee.breton@cg29.fr