• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ti ar Vro Kemper

Krouet eo bet ar gevredigezh Ti ar Vro Kemper e 1996 diwar goulenn Kêr Gemper ha kevredigezhioù sevenadurel Kemper, evit brudañ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh er gêr ha tro war dro, ha treuzkas ha skignañ bep anezho en un doare liesseurt. Asambles gant kevelerien lec’hel war an daou dachenn-se, e labour Ti Ar Vro Kemper evit sevenadur Breizh hag ar brezhoneg.

Ober a ra Ti a Vro Kemper war-dro

  • Treuzkas ur sevenadur hag ur yezh vrezhonek bev hag o krouiñ, digor war ar bed
  • Lakaat da zizoloiñ ar glad, eus tu ar sevenadur kement hag ar yezh, d’ar muiañ niver, eus ar re yaouankañ betek ar re goshañ, gant ar gevelerien lec’hel
  • Lakaat war wel tout ar gevelerien a labour evit ar brezhoneg ha sevenadur Breizh,
    ha neuze bezañ ur souten prizius o lakaat e pleustr hag o skignañ an darvoudoù a-denn d’an daou dachenn-se e Kemper ha tamm-ha-tamm en tolpad-kerioù, hag o vroudrañ ar c’hrouiñ
  • Digoriñ ar sevenadur hag ar yezh o labourat war ar c’hehentiñ, hag o lakaat da glotaat ar c’hinnigoù gant ezhommoù ar publik
  • Kemer a ra perzh Ti ar Vro Kemper da lusk an deskadurezh pobl

Ti ar Vro Kemper

3, plasenn ar Familh Gabaï 
29000 Kemper
Pgz 02.98.90.70.43
contact@tiarvro-kemper.bzh

Evit gouzout hiroc’h, lec’hienn Ti ar Vro.

Dernière mise à jour le 11/03/2026