Mirdi an Arzoù-kaer, e kreiz-kêr Kemper, zo e-touez mirdioù pennañ rannvroioù Frañs.
En dastumad livadurioù kozh e kaver lod eus skolioù an Norzh (Van Haarlem, Rubens, Van Mol, Grebber, h.a...), eus ar skol italian (Bartolo di Fredi, dell'Abate, Reni, Solimena...), eus ar skol c’hall, puilh-kenañ evit an XVIIIvet hag an XIXvet kantved (Boucher, Fragonard, Robert, Meynier, Chassériau, Corot, Boudin, ha kement zo...).
An dastumad livadurioù awenet gant Breizh (Luminais, Breton, Gudin, Leleux, Dargent, Gwilhoù...) zo unan eus perzhioù kreñv Kemper. Skol Pont-Aven (Gauguin, Bernard, Sérusier, Maufra, Moret, h.a.) zo unan eus pinvidigezhioù ar mirdi. Evit klokaat an dastumad livadurioù e kaver oberennoù eus an XXvet kantved, adalek Marquet, Simon, Vallotton betek Tal-Coat, Asse, Maneissier pe Dilaser.
Enoret e vez ivez Max Jacob, bet ganet hag o chom e Kemper. Skeudennaouet eo e vuhez gant tresadennoù, livadurioù gouach, kizelladurioù ha teulioù a bep seurt (Picasso, Cocteau, Laurens, h.a...), hag ivez gant oberennoù diwar zorn e vignoned Moulin, de Belay, Caveng pe Leonardi.
Kinniget e vez ingal gant ar mirdi diskouezadegoù berrbad, gweladennoù displeget (hollek pe tematek), atalieroù evit ar vugale e-pad ar vakañsoù. Ur programm a c’haller kaout er mirdi pe en linenn.
Al labourioù bras evit reneveziñ hag astenn ar mirdi (gant an arkitekter Jean-Paul Philippon) a oa bet graet etre 1991 ha 1993. Ganto e oa bet gallet adsevel kinkladur Lemordant (1905-1909) evit sal-debriñ Ostel ar C'hleze e Kemper. E 2024-2026 ‘zo bet kaset labourioù all da benn evit digreskiñ an dispignoù energiezh, ingalaat an temperadur hag ar gleboc’h evit derc’hel prob an oberennoù, hag adober an doenn.
Krouet e oa bet ar mirdi e 1864, goude ma oa bet legadet un dastumad bras-kenañ a livadurioù hag a dresadennoù da Gemper, e gêr c’henidik, gant Jean-Marie Silgi. Goulennet krenn en doa ar mesen, a oa perc’henn war an dastumad bras-se, e vije savet ur mirdi evit degemer e zastumad. Savet e oa bet ar mirdi diwar dresoù an arkitekter Joseph Bigot, ha digoret e voe e 1872. Kresket eo bet an dastumad a-hed ar bloavezhioù gant donezonoù, legadoù, prenadennoù ha fiziadennoù.
Mirdi Arzoù-kaer Kemper
40 plasenn Sant-Kaourantin
29000 Kemper
Pgz 02 98 95 45 20
Plr 02 98 95 87 50
musee@quimper.bzh