Lec’hienn ofisiel Kêr Gemper eo kemper.bzh.
Ti-kêr ha toplad-kêrioù
BP 1759
29107 Kemper cedex
pellgomz 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh
Isabelle Assih - Maerez Kemper
Business & Decision Eolas, 8, rue Voltaire, 38000 Grenoble ha renerezh kehentiñ Kêr Gemper ha Kemper Kumuniezh evit ar pellservijoù hag an difraeoù melestradurel.
CMS Eolas Business & Decision.
Herberc’hiet eo quimper.bzh gant Renerezh kehentiñ Kêr Gemper. Pgz 02.98.98.87.17. Postel : informatique@quimper.bzh.
War-bouez menegoù kontrol, Lionel Flageul, Pascal Pérennec, Jean-Jacques Verlet-Banide, Laurent Laveder ha Renerezh kehentiñ Kêr Gemper ha Kemper Breizh-Izel.
Ne c’haller ket kopiañ pe implijout luc’hskeudennoù al lec’hienn hep kaout an aotre digant servij kehentiñ Kêr Gemper. Kasit ho koulennoù da :
Ti-kêr Kemper
Renerezh ar C’hehentiñ
44, plasenn Sant-Kaourantin
29000 Kemper
Pgz 02.98.98.89.71
En he gefridi servij publik e vez implijet roadennoù personel gant Kêr Gemper war al lec’hienn-mañ.
Graet e vez an tretañ-mañ hervez Reoliadur hollek europat evit gwareziñ ar roadennoù personel (UE) 2016/679 eus ar 27 a viz Ebrel 2016 (RGPD) hag al lezenn c'hall niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978, a denn d'ar c'hompoderezh, d'ar roadennoù ha d'ar frankizoù.
Gourliammoù
Frank eo lakaat gourliammoù war-zu unan eus pajennoù quimper.bzh, gant ma vo digoret en ur prenestr nevez ha gant ma vo kinniget en un doare splann hag evit chom hep kemmeskañ al lec’hienn m’emaint hag hini quimper.bzh.
Ne dalv ket an aotre-se evit ar skoroù a skign dalc’hadoù pornografek, pedofil, hag ar re a vroud ar feulster, ar gasoni c’houennel, azgwelet an Istor ha, dre vras, evit ar skoroù a skign dalc’hadoù kontrol d’an urzh foran ha d’ar vuhezegezh vat hag a laka interest ha brud ti-kêr Kemper en arvar.
N'eo ket engouestl Ti-kêr Kemper gant dalc'hadoù ar gourliammoù a gaver war al lec’hienn-mañ war-zu lec’hiennoù web all. Al liammoù war-zu lec’hiennoù all a vez roet evit titouriñ an dud hepken.