• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Aprèm'Jazz

Krouet e oa bet ar gevredigezh Aprèm’Jazz e 2001 evit brudañ ha skignañ an jazz.

Bep bloaz e vez kinniget un heuliad sonadegoù nevez. D’ar Sul goude merenn e vezont dalc’het peurvuiañ.

Sonadegoù e salioù bihan, kejadennoù jazz, gant tud brudet, sonerien eus ar rannvro pe re anavezet er bed a-bezh, peadra zo da blijout d’an holl. Diwar se e vez aozet sonadegoù e lec’hioù a bep seurt gant sikour kevelerien niverus e Kemper hag e Kerne : Ti an Holl Penharz, ar pub Ceili, C’hoariva Kerne, C’hoariva Max Jacob, an Triskell e Pont-’n-Abad, an Archipel e Foen…

Ar pezh a gont da gentañ-penn evit izili ar gevredigezh eo ar blijadur da vezañ asambles, da selaou jazz a-stroll. 

Bep bloaz e fell da Aprèm’Jazz reiñ tro da arzourien hag arzourezed eus ar c’horn-bro da ziskouez ar pezh a reont, ha da sonerien a vicher hag amatourien da gejañ an eil re gant ar re all, da-geñver masterclass.

Soutenet eo Aprèm'Jazz gant Kêr Gemper, Kuzul Departamant Penn-ar-Bed hag ar C'huzul Rannvro.

Aprèm’Jazz

53 hent-dall an Oded
29000 Quimper
Pgz 06 32 40 09 73
contact@apremjazz.com
Evit gouzout hiroc’h, it e-barzh lec’hienn Aprèm'Jazz.