Labelaet eo C’hoariva Kerne Leurenn vroadel abaoe 1994 ha Kreizenn krouiñ sonerezh abaoe 2005. Aozañ a ra ouzhpenn 80 arvest bep bloaz evit tost da 50 000 a dud, forzh peseurt abadenn a vefe, gant-se e ra C’hoariva Kerne – Leurenn vroadel Kemper berzh bras a vloaz da vloaz abaoe m’eo bet savet.
Degemer a ra sonaozourien, kanerien ha sonerien en annez. Produiñ ha kenbroduiñ a ra arvestoù sonerezh a vez lakaet da dreiñ goude bezañ bet krouet e Kemper, evit degas danvez nevez da bed ar sonerezh e Frañs hag e lec’h all ivezz.
E Frañs n’eus ket nemeur a c’hoarivaoù ma c’haller gwelet e-giz-se, bep bloaz, kement a abadennoù gouestlet d’an arvestoù sonerezh mod nevez. Gant ur bern arvestoù sonerezh a galite hag a gav o flas da vat e obererezhioù al Leurenn Vroadel, gant an arvesterien hag a chom feal a vloaz da vloaz, eo deuet politikerezh Kemper war an dachenn-se da vezañ unan eus an obererezhioù sonerezh pouezusañ e Frañs.
Skoazellet eo C’hoariva Kerne gant Kêr Gemper, ar Stad (Ministrerezh ar sevenadur hag ar c’hehentiñ - Renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel evit Breizh) ha Kuzul Departamant Penn-ar-Bed.
1, reper François Mitterrand
29337 Kemper cedex
Pgz : 02.98.55.98.55
Evit gouzout hiroc’h : lec’hienn C’hoariva Kerne