Kemper Breizh-Izel a ginnig ur bern programmoù deskadurezh uhel : agroboued, biologiezh, arzoù, lizhiri ha skiantoù an den, kenwerzh, merañ, treuzdougen, touristerezh, dudi, servijoù mezegiezh ha sokial, skiantoù ha teknologiezhioù, sekretouriezh, kelenn... Tost ugent ensavadur deskadurezh a ginnig ouzhpenn 50 programm. Ur briorite eo ar c’helenn uhel evit Kemper Breizh-Izel, evit stummañ tud ar vro, bezañ anavezet gant an diavaez, ha reiñ an tu d’an embregerezhioù lec’hel da greskiñ, o lakaat da glotaat ar programmoù stummañ hag ar goulennoù labour.
