• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Très tôt théâtre

Ur gevredigezh bet krouet e 2000 eo "Très Tôt Théâtre", gouestlet d'ar c'hoariva evit an arvesterien yaouank hag ar familhoù. Kefridi ar gevredigezh "Très Tôt Théâtre" eo brudañ an tu da gaout arvestoù a galite uhel evit ar muiañ a arvesterien posupl, gant ar c'hoant sevel abadennoù c’hoariva evit an arvesterien yaouank ha broudañ al labour gant kevredigezhioù sevenadurel all eus ar vro.

Ober a ra ar gevredigezh war-dro :

  • Ur prantad abadennoù dre vloaz evit an arvesterien yaouank
  • Sikour ar c'hrouiñ arzel
  • Kizidikaat an arvesterien
  • Ar rouedad departamant evit an arvesterien yaouank
  • Gouel ar C'hoariva evit an holl oadoù (festival Théâtre à Tout Âge)

Skoazellet eo "Très Tôt Théatre" gant Kêr Gemper, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kuzul-rannvro Breizh, Renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel (DRAC) hag ar C'hef goproù-tiegezh (CAF). Anavezet eo ar gevredigezh gant ar Stad evit kalite he frogrammoù arzel.

Très Tôt Théâtre

Pol Max Jacob
4 bali Dupleix
29000 Kemper
Pgz 02.98.64.20.35 
contact@tres-tot-theatre.com

Evit gouzout hiroc’h, lec’hienn Très Tôt Théâtre.