• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Mirdi ar feilhañs

Anv kêr Gemper zo liammet strizh ouzh bed ar feilhañs en istor. Ouzhpenn tri c’hant vloaz zo emañ ar feilhañserezh o tegas e lod e brud kêr, e Frañs evel en estrenvro. Karter Lokmaria zo unan eus ar c’hreizennoù feilhañs diwezhañ o treiñ e Frañs c’hoazh.

Hengoun ar c’hinklañ, gant e livioù, ha stag eus eñvorennoù ar vuhez pemdez, o deus treuzet ar c’hantvedoù hep koll o ene, o treuzkas jestroù ar vicher, kalite ar jestroù teknikel. P’emañ an trede milved o kregiñ e kendalc’h arzourien hag arzourezed da gas an hengoun war-raok en deiz hiziv, hag o tegas a-wechoù ul lusk nevez dezhañ.

Kemper en deus bremañ ur mirdi a live war an hengoun artizanel hag industriel bras-se. En em astenn a ra Mirdi ar Feilhañs war 8 sal ha 2 live ma vez aes d’an dud nammet mont.

Kontañ a ra ar mirdi istor ar feilhañs e Kemper a-hed ar c’hantvedoù gant un dastumad ennañ ouzhpenn daou vil oberenn, awenet gant ar relijion, an istor, darvoudoù eus ar vuhez pemdeziek pe gant tresadennoù difetis, sonnet en danvez nobl ha kaer-se. Ur veaj ma vez puilh ar roudennoù, ar stummoù, al livioù, met ivez, m’hoc’h eus c’hoant da vont pelloc’h, ur gwir abadenn evit ober anaoudegezh gant ur vicher, gant he zeknikoù, he sekredoù.

Mirdi ar feilhañs e Kemper
14, straed Jean-Baptiste Bousquet - 29000 Kemper
Pgz 02 98 90 12 72 - Site : www.musee-faience-quimper.com