An hentoù evit an dud war varc’h-houarn
E Kemper e vez bevennet ar roudennoù divrodegoù diouzh ar peurrest eus an hent gant ul linenn wenn troc'h-didroc'h. Rankout a ra an dud war varc’h-houarn mont ha dont warno.
Kalz hentoù, hag ivez lod eus ar riblennoù-straed, zo aotreet d’an dud war droad ha d’an dud war varc’h-houarn.
An dud war droad a dremen da gentañ e kement degouezh zo. Rankout a ra an dud war varc’h-houarn mont ganto diouzh emzalc’h an dud war droad. Ret eo dezho diskenn diouzh o marc’h-houarn ma vez ezhomm, ha sachañ evezh an dud gant o sonerez da reiñ da c’houzout emaint o tont.
Er c’hroashentoù e rank an dud war varc’h-houarn mont gant al lodenn eus an treuzennoù kerzhourien merket gant piktogrammoù marc’h-houarn ha doujañ da gemennoù ar panelloù-hent. An erbedadennoù-se a sell ivez ouzh ar straedoù bale a zo aotreet d’an dud war varc’h-houarn.
Gant an hentoù daoudu e vez aesaet implij ar marc’hoù-houarn gant pennadoù-hent berroc’h hag eeunoc’h. Gallout a reer drezo tremen e-biou an hentoù bras.
Gallout a ra an dud war varc’h-houarn treiñ a-zehoù pe mont war-eeun pa vez ruz ar gouleier. Rankout a reont avat lezel ar c’hirri hag an dud war droad tremen da gentañ pa vez gwer ar gouleier evito. Dont a ra ar gouloù ruz da vezañ ul « lezit da dremen » eta evit an dud war varc’h-houarn.
Ar saz zo ul lec’h kempennet dirak linenn arsaviñ ar c’hirri er gouleier.
El lec’h-se e c’hall an dud war varc’h-houarn treiñ aesoc’h a-gleiz en ur vont dirak ar c’hirri a zo chomet a-sav er gouleier ruz.
Ar VeloQub zo ur sistem feurmiñ hir he fad evit an holl dud o deus c’hoant ober gant ar marc’h-houarn evit mont-ha-dont e kêr.
Dafar zo ret-holl evit kaout gwir da vont war an hent :
Dafar hag a zo erbedet-kenañ :
Ar vugale dindan pemp bloaz a c’hall bezañ lakaet en un azezenn gant harpelloù-treid hag ur gouriz-stagañ.
Dalc’hit ho marc’h-houarn e ratre : ar starderezioù, ar bandennoù-rod, ar chadenn hag ar gouleier a rank bezañ gwiriet ingal.