Pascal Jaouen, ur broder entanet anezhañ, n’eus krouet Skol ar Broderezh Arz e Kemper e 1995 evit treuzkas ha modernaat war an dro ar glad-se. Dibar eo e gelennerezh dre ma vez nevezet ar broderezh hengounel gantañ ha ma vez lakaet da dalvezout evit tresoù a vremañ.
E Skol ar Broderezh Arz e vez kelennet d’an holl dud adalek 8 vloaz - pe e vefent deraouidi pe tud gant un tammig anaoudegezhioù dija - meur a deknik eus ar broderezh e liv (Broderezh Glazik, ar poent skeud, ha kement zo…) hag ar broderezh gwenn (« jours anciens », richelieu, brodañ war dull…).
Kinnig vez kentelioù bep sizhun gant ar skol, div wezh ar miz pe bep miz, eus miz Gwengolo da viz Mezheven, e kêrioù a bep seurt e Breizh : Kemper, Brest, an Oriant, Gwened, Roazhon, Naoned…
Skol ar Broderezh Arz - Pascal Jaouen
16, straed Uhel
29000 Kemper
Pgz : 02 98 95 23 66 - contact@ecoledebroderie.com
http://www.pascaljaouen.com