Anv kêr Gemper zo liammet strizh ouzh bed ar feilhañs en istor. Ouzhpenn tri c’hant vloaz zo emañ ar feilhañserezh o tegas e lod e brud kêr, e Frañs evel en estrenvro. Karter Lokmaria zo unan eus ar c’hreizennoù feilhañs diwezhañ a ya en-dro e Frañs c’hoazh.
Hengoun ar c’hinklañ, gant e livioù, e arvestoù eus ar vuhez, o deus treuzet ar c’hantvedoù hep koll netra eus o gwirionded, en ur virout ar chemet, perzhioù ar jestroù teknikel. P’emañ an trede milved o kregiñ e kendalc’h arzourien da gas an hengoun war-raok en deiz hiziv ha degas a reont ul lusk nevez dezhañ a-wechoù.
Kemper en deus bremañ ur mirdi dellezek eus an hengoun artizanel hag industriel bras-se. En em astenn a ra mirdi ar feilhañs war 8 sal ha 2 live ma vez aes d’an dud nammet mont.
Kontañ a ra ar mirdi istor ar feilhañs e Kemper a-hed ar c’hantvedoù gant un dastumad ennañ ouzhpenn daou vil oberenn, awenet gant ar relijion, an istor, darvoudoù eus ar vuhez pemdeziek pe gant tresadennoù difetis, sonnet en danvez nobl ha kaer-se. Ur veaj ma vez puilh an trivliadoù, ar stummoù, al livioù, met ivez, m’hoc’h eus c’hoant da vont pelloc’h, ur gwir abadenn evit ober anaoudegezh gant ur vicher, gant he zeknikoù, he sekredoù.
14, straed Jean-Baptiste Bousquet - 29000 Kemper
Pgz 02 98 90 12 72 - Site : www.musee-faience-quimper.com