• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ti ar Glad

En ostel prevez lesanvet « ostel Koadbili » emañ Ti ar Glad. Adalek 2011 en doa kavet bod en adraoñ ar savadur d’an dud da vezañ degemeret aes ennañ. Ratreet eo bet ar mogerioù, lakaet ez eus bet gouloù dre Led, lakaet ez eus bet ur videobanner, ur c’horn evit an diskouezadegoù , son dre vluetooth… Goude un diskouezadeg kentañ a luc’hskeudennoù gant Pascale Autret e 2011 ez eus bet graet diskouezadegoù all, bepred diwar-benn Kemper, glad dec’h evel hini hiziv, ar vreizhadelezh hag ar sevenadur.

En deroù ne oa bet lakaet nemet pleustroù arzel an amatourien war wel en diskouezadegoù, bremañ eo digor al lec’h d’an arzourien a vicher, pe e vefe anv eus arz hengounel pe eus arz modern. Evel-se e oa bet bodet ur c’hrafourez ha daou arzour a bled gant an arz a vremañ e 2013, evit un diskouezadeg diwar-benn an dizagn hag ar vreizhadelezh. Klask a reont gouzout petra eo ar vreizhadelezh dre arouezioù evel ar bolennoù skouarnek hollvrudet ! An diskouezadegoù a glask bepred souezhiñ ar weladennerien alies, lakaat ar glad war wel en un doare all.

Gant Ti ar Glad e vez aozet un diskouezadeg pe ziv bep bloaz. Pediñ a ra arzourien amatourien Kemper evel an arzourien a vicher da zont da ginnig o labour, dibabet e vezont bepred diwar ur sorc’henn, ar c’hoant da vrudañ un arzour. Digoust e vez an diskouezadegoù bepred ; un digarez mat da ober anaoudegezh gant programm Ti ar Glad !

Servij bevaat ar glad

Ti ar Glad
5 straed ar Barzh Kadiou
29000 Kemper
Pgz 02.98.95.52.48
secretariat.patrimoine@quimper.bzh