Sizhuniadoù sonerezh

Gant ar festival sonerezh klasel hag a vremañ e vez kinniget ur programm puilh ha diseurt.

Sizhuniadoù sonerezh Kemper, bet krouet e 1979, a c’hoarvez bep bloaz en teir sizhunvezh kentañ eus miz Eost. An oberennoù kaerañ eus ar Grennamzer, ar mare barok, klasel pe a vremañ, brudet pe dianav, a vez c’hoariet a-bep-eil evit rein sked d’ar sonaozerien vrasañ. Gant ar festival-se e vez kinniget ur programm puilh ha diseurt ma c’haller klevet ar piano, ar c’hlavisim, an ograoù, ar binvioù dre gerdin pe dre c’hwezh o’n em veskañ gant ar mouezhioù fromusañ.

Aozet e vez ar sonadegoù e lec’hioù mat-kaer ar c’hleved enno, lec’hioù ma vez fromet an dud gant an hoalus hag ar c’haer ma’z int : chapel Itron-Varia Kerzevot hag iliz Sant Gwinal an Erge-Vras, iliz romanek Itron-Varia Lokmaria, iliz-veur Sant-Kaourantin hag Orañjezeg Lanniron. E C’hoariva Kerne e vez dalc’het, ouzhpenn ar sonadegoù, prezegennoù hag atalieroù “luderezh” kaset en-dro gant tud a-vicher brudet.

Gant ar festival e vez aozet ar genstrivadeg « Pluennoù ha skridoù-sonerezh» evit ar skolajidi hag al liseidi e Rannvro Breizh. Tost da 500 a zanevelloù pe a gontadennoù, skrivet gant ar skolidi, a vez kinniget d’ur juri hag a zo ennañ kelennerien, skrivagnerien, sonerien, levraouegerien… An danevell a ya ar maout ganti a vez lakaet sonerezh warni gant ur sonaozer brudet hag er bloaz war-lerc’h e vez aozet div sonadeg digoust, an eil e Kemper, eben e Roazhon. Un teskad ennañ an ugent testenn wellañ a vez profet d’ar skolioù, d’al levraouegoù, d’an dud dre vras, ha kement zo…

Skoazellet e vez Sizhuniadoù sonerezh Kemper gant Kêr Gemper, kêr an Erge-Vras, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Rannvro Breizh hag akademiezh Roazhon.

Sizhuniadoù sonerezh Kemper

BP 91513
29105 Kemper Cedex
Pgz 02 98 95 32 43 - contact@semaines-musicales.bzh

Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn ar Sizhuniadoù sonerezh des Semaines musicales.

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e