• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Kemper hag ar brezhoneg

Kêr Gemper a ren un obererezh hardizh ha dibar evit kelenn, brudañ ha skignañ ar brezhoneg en takad foran. Ar pal : reiñ tro d’an holl vrezhonegerien, bras ha bihan, da vevañ o yezh en o buhez pemdez.

Ar brezhoneg, ur yezh vev ? E Kerne e vez komzet brezhoneg gant 6% eus an annezidi*, ha n’eo ket an oberoù a vank, en he c’hêr-benn, evit treuzkas ar yezh ha lakaat anezhi da vevañ. Ul lañs kreñv douget gant Kêr Gemper hag ar c’hevredigezhioù.
*Enklask TMO Rannvroioù 2024 diwar-benn stad yezhoù e Breizh

 

Ur c'hoant a-stroll 

D’ar 5 a viz Mezheven 2015 e oa bet degemeret gant ar C’huzul-kêr un disklêriadur war an ton bras evit ur politikerezh buhezek ha youlek evit sevenadur ha yezh Breizh. Un destenn hag a embann youl ar strollegezh da ziorren ar brezhoneg hag a embann splann doujañ d’ar gwirioù sevenadurel kavet e kenemglev an Unesco.

Soñj a zegas an disklêriadur-se ivez eus engouestl kêr Gemper evit ar garta Ya d’ar Brezhoneg. Gant honnezh, krouet gant Ofis publik ar brezhoneg, e vez frammet ar politikerezhioù lakaet e pleustr gant ar strollegezhioù evit ar brezhoneg, gant pevar live da dapout.

Goude bezañ bet tapet al live 2 emañ Kêr Gemper o labourat evit tapout al live 3 hag em em harpañ a ra, evit tizout ar pal-se, war engouestl he holl wazourien.

Un obererezh kempoell

Evit lakaat ar brezhoneg da vevañ e Kemper, dre oberezhioù ar strollegezh, e oa bet degemeret e dibenn 2021, ur « Sturlevr implij ar brezhoneg ». Un teul hag a reiñ tro, da bep hini, da gompren gwelloc’h dalc’hoù an divyezhegezh hag a ginnig kuzulioù ha doareoù d'ober evit plantañ brezhoneg er vuhez pemdez.

Politikerezh yezh Kêr Gemper a vez kaset war veur a dachenn. A-fet kehentiñ, divyezheg eo ar skritelloù, plaketennoù kelaouiñ (titloù / istitloù) ha lec’hiennoù internet ar strollegezh. 

Dibabet ez eus bet gant Kêr Gemper lakaat merkoù-hent, pannelloù-heñchañ divyezhek, ha boulc’het he deus al labour evit adnevezaat tamm-ha-tamm he flakennoù-straed o lakaat ar brezhoneg d'ar memes live hag ar galleg.

Evit lakaat un divyezhegezh a-zoare da dalvezout, erfin, e kenlabour ar wazourien gant Ofis publik ar brezhoneg ha gallout a reont en em stummañ war ar brezhoneg, m’o deus c’hoant, war o amzer labour. A-drugarez d'ar c'henlabour ha d'ar stummadurioù-se e c'hallont kinnig deoc'h podkastoù e brezhoneg diwar-benn glad Kemper.

Bevañ e brezhoneg

Abaoe 2021 e vez kinniget gant Kêr Gemper ul levrig familh divyezhek galleg-brezhoneg, d’an holl re o deus c’hoant, tud kurius pe brezhonegerien. Savet eo bet e kenlabour gant Ofis publik ar brezhoneg ha reiñ a ra kement a ditouroù d’an dud en div yezh.

E Kemper e c’haller goulenn ivez ma vo lidet an euredoù en div yezh, e brezhoneg hag e galleg. Meur a zilennad, a zilennadez zo brezhonegerien ha gouest int da ginnig al lid-se en div yezh. Trawalc’h eo goulenn pa vez graet an difraeoù.

Erfin, evit ar vugale, e zo e Kêr Gemper teir skol bublik divyezhek ha teir skol Diwan, evit reiñ tro d’ar re vihan deskiñ brezhoneg. Kemer a ra perzh ar gêr ivez en emvodoù kelaouiñ dalc'het bep bloaz evit brudañ ar c’helenn divyezhek hag arc’hantaouiñ a ra, er skolioù ma n’eus ket divyezhegezh, e kenlabour gant ar C’huzul-departamant hag ar C’huzul-rannvro, ur stignad klevout un tamm brezhoneg.

Evit kavout ur skol divyezhek e-kichen ho ti e c’hallit mont war al lec’hienn ecole.bzh.

Un ahel pouezus eus an demokratelezh lec’hel

Evit ar brezhoneg, un dra bouezus evit ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz, ez eus bet krouet ur bodad trakêr gouestlet. El lec’h kejadennoù ha kendivizoù-se etre an dilennadezed, an dilennidi hag ar c’hevredigezhioù e c’haller labourat, a-gevret, war kinnigoù politikerezhioù publik a vez graet d’ar C’huzul-kêr.

Dernière mise à jour le 11/03/2026