Kemper war varc’h-houarn

E Kemper ez eus meur a dra a zo graet evit aesaat hag evit suraat mont ha dont ar marc’hoù-houarn.

80 kilometrad zo bet kempennet evit an divrodegoù e kêr, anezho roudennoù divrodegoù, hentoù kemmesk busoù ha marc’hoù-houarn, takadoù 30 ha takadoù-bale. En em astenn a ra ar rouedad-se bep bloaz, ha 200 kilometr a hentoù terket eo ar pal.

Pellgargit kartenn ar roudennoù divrodegoù

An hentoù terket evit an dud war varc’h-houarn

ar roudennoù divrodegoù

E Kemper e vez bevennet ar roudennoù divrodegoù diouzh ar peurrest eus an hent gant ul linenn wenn troc'h-didroc'h. Rankout a ra an dud war varc’h-houarn mont ha dont warno.

An hentoù liammañ

Erbedet eo an hentoù liammañ d’an dud war varc’h-houarn evit mont eus an eil roudenn divrodegoù d’eben.

Meur a bennad straed zo oc’h ober ar rouedad-se. Enno ne vez ket re a girri o vont hag o tont ha n’eus ket kalz a bouez-krec’h.

An hentoù bale aotreet d’ar marc’hoù-houarn hag ar riblennoù-straed kemmesk

Kalz hentoù, hag ivez lod eus ar riblennoù-straed, zo aotreet d’an dud war droad ha d’an dud war varc’h-houarn.

An dud war droad a dremen da gentañ e kement degouezh zo. Rankout a ra an dud war varc’h-houarn mont ganto diouzh emzalc’h an dud war droad. Ret eo dezho diskenn diouzh o marc’h-houarn ma vez ezhomm, ha sachañ evezh an dud gant o sonerez da reiñ da c’houzout emaint o tont.

Er c’hroashentoù e rank an dud war varc’h-houarn mont gant al lodenn eus an treuzennoù kerzhourien merket gant piktogrammoù marc’h-houarn ha doujañ da gemennoù ar panelloù-hent. An erbedadennoù-se a sell ivez ouzh ar straedoù bale a zo aotreet d’an dud war varc’h-houarn.

An hentoù daoudu evit an divrodegoù en takad 30

Gant an hentoù daoudu e vez aesaet an implij eus ar marc’hoù-houarn gant pennadoù-hent berroc’h hag eeunoc’h. Gallout a reer drezo tremen e-biou an hentoù bras. Gant ar c’hendalc’h krouet evel-se etre ar pennadoù-hent e teu da vezañ aesoc’h d’an dud war varc’h-houarn mont e kêr.

Al « lezit da dremen » evit an dud war varc’h-houarn er gouleier

Gallout a ra an dud war varc’h-houarn treiñ a-zehoù pe mont war-eeun pa vez ruz ar gouleier. Rankout a reont avat lezel ar c’hirri hag an dud war droad da dremen da gentañ pa vez gwer ar gouleier evito. Dont a ra ar gouloù ruz da vezañ ul « lezit da dremen » eta evit an dud war varc’h-houarn.

Ar saz er gouleier

Ar saz zo ul lec’h kempennet dirak linenn arsaviñ ar c’hirri er gouleier.

El lec’h-se e c’hall an dud war varc’h-houarn treiñ aesoc’h a-gleiz en ur vont dirak ar c’hirri a zo chomet a-sav er gouleier ruz.

Parkañ ar marc’hoù-houarn

600 plas evit parkañ ar marc’hoù-houarn zo strewet e kêr ; merket int gant gwaregennoù e stumm un U eilpennet, sanket el leur, evit gallout stagañ ur marc’h-houarn a bep tu.

Ar VeloQub

Ar VeloQub zo ur reizhiad feurmiñ hir he fad evit an holl dud o deus c’hoant d’ober pe da adober gant o marc’h-houarn evit mont-ha-dont e kêr.

Dafar evit an dud war varc’h-houarn

Dafar zo ret-holl evit kaout gwir da vont war an hent :

  • ur gouloù gwenn er penn a-raok hag ur gouloù ruz er penn a-dreñv,
  • pevar c’hatadioptr : unan ruz en a-dreñv, unan orañjez en a-raok hag unan war bep troadikell,
  • bandennoù kostez daskedus da lakaat er skinoù,
  • ur c’horn-galv,
  • div starderez efedus, en a-dreñv hag en a-raok

Dafar hag a zo erbedet-kenañ :

  • ul lamp gant piloù a ya en-dro dalc’hmat ha pa vez graet un arsav zoken
  • un distoker dañjer,
  • un hual a-zoare,
  • un tokarn ha manegoù da wiskañ,
  • dilhad sklaer pe aes da welet.

Ar vugale dindan pemp bloaz a c’hall bezañ lakaet en un azezenn gant harpelloù-treid hag ur gouriz-stagañ.

An emzalc’hioù mat war an hent

  • Ruilhit war an hent evel zo dleet, ha lezit plas a-walc’h a-zehoù etre ar riblenn-straed ha c’hwi. Kemerit kement a blas ha m’ho pez ezhomm.
  • Arabat eo deoc’h mont re dost d’ar riblenn-straed pe d’ar c’hirri parket. Gallout a rafec’h bezañ rediet da vont diwar hent evit tremen e-biou un toull en hent pe dor ur c’harr o tigeriñ.
  • Arabat cheñch tu a-daol-trumm hag astennit ho prec’h ervat evit diskouez emaoc’h o vont da dreiñ, dreist-holl pa vezit o treiñ a-gleiz. En degouezh-se, soñjit abred a-walc’h astenn ho prec’h ha krogit da ruilhañ a-gleiz.
  • Dre vras, pa erruit er c’horntroioù hag er c’hroashentoù, soñjit en ho cheñchamantoù tu pell en a-raok.
  • Taolit evezh ouzh ar c’hirri a zo o vont pe o tont evit rakwelet an traoù a-raok ne zisteudfent hep kas keloù, a-raok ar c’hammdroioù pe a-raok ne loc’hfe ar c’hirri.
  • Hag evel-just, doujit da God an hentoù : stop, gouleier ruz…

Dalc’hit ho marc’h-houarn e ratre : ar starderezioù, ar bandennoù-rod, ar chadenn hag ar gouleier a rank bezañ gwiriet ingal.

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e