• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ma falier kentañ

Ma Falier kentañ zo ur palier kevredigezhel, bet krouet goude ma oant en em unanet tud entanet gant an arzoù, ha dreist-holl gant ar street art. Bez’ ez eo ar c’hentañ palier gouestlet d’ar Street-Art ha d’an arz a vremañ e kêr e Penn-ar-Bed.

Palioù ar gevredigezh

  • Lakaat ar braz eus an dud da ober anaoudegezh gant an arz a vremañ e kêrhag aesaat d’an holl mont d’ar palieroù arz.
  • Krouiñ ul lec’h evit reiñ tro d’an arzourien nevez da ziskouez o oberennoù evit ar wech kentañ.

Gant Ma falier kentañ e vez degemeret bep miz un diskouezadeg nevez. Aozet e vez ul lid-digeriñ hag oberoù arzel eviti, en doare da gaout stiloù, kemennadoù liesseurtoc’h ha da reiñ startijenn d’al lec’h.
Ma Falier Kentañ zo ur c’h-concept store ma vez gwerzhet traoù graet gant dizagnerien, oberennoù graet gant arzourien eus Penn-ar-Bed ha produioù deveret eus an diskouezadeg kinniget war al lec’h (tee-shirtoù, seier, godelligoù, serigrafiennoù, liketennoù…) evit ma vo digor an arz d’an holl.

Ma Falier Kentañ

23, straed ar Brovidañs e Kemper

Eurioù digeriñ : a Yaou da Sadorn eus 2e da 6e

Pgz : +33 (0)6 35 02 30 55 pe +33 (0)6 13 10 16 16 - mapremieregalerie@gmail.com - www.mapremieregalerie.com - www.facebook.com/mapremieregalerie