Tachennoù tennis ha badminton

E sportva-kêr ar pol ez eus 6 leur-dennis toet ha 3 leur-dennis e rousin dindan an amzer, un c’hlub house, un davarn hag ur savenn ma c’haller gwelet an Oded.

Gant ar prizioù lakaet da dalvezout gant Kêr, a-hend-all, evit feurmiñ al leurioù tennis ha badminton e roer an tu d’an dud, ha dreist-holl d’ar re yaouank, da bleustriñ an daou sport-se dre baeañ prizioù izel. Bep bloaz e vez aozet Kevezadeg digor tennis Kemper ennañ.

Feurmiñ leurioù-tennis - Eurioù digeriñ evit an dud

Mareroù skol ha mareoù vakañsoù
A Lun da Wener : eus 9e30 da 22e30
Da Sadorn ha da Sul : eus 9e30 da 19e30
Serr da zeiz Nedeleg ha da Galanna
Digor eus 9e30 da 19e30 en deizioù-gouel all.

Betek 3 deiz en a-raok e c’haller mirout leurioù-tennis.
Goude bezañ paeet ar gwir mont hepken e vez miret al leurioù da vat.

Mirout leurioù
Pgz 02 98 90 49 55

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e