Kreizenn vageal

E Kreizenn vageal Krec’h Gwenn eo bodet an holl obererezhioù dour a zo e kêr Gemper. Modern eo neuz ar savadur, diazezet war c’hlann an Oded, ha lakaat a ra da soñjal e trolinenn ur vag pa seller outañ. En doare m’eo bet kempennet ez eo aes hag akomod evit pleustriñ ar bageal-dre-lien, ar c’hanoeoù-kaiak hag ar roeñvat. Ur sal-emvod ha kentelioù, zo enni ivez koulz ha sanailhadoù dafar.

Prestet e vez d’ar c’hevredigezhioù sport eus ar gumun ha da skolioù mamm ha kentañ derez ar gumun.

  • Ar gevredigezh pesketa : Pgz 02 98 66 69 23
  • Ar c’hlub roeñvat : Pgz 02 98 90 64 16
  • Ar c’hlub kanoe-kayak : Pgz 02 98 53 19 99
  • Ar c’hlub bageal : Pgz 02 98 90 04 70
  • Sportoù bageal bihan Kerne : Pgz 06 08 01 74 77
Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e