Poulloù-neuial

Poulloù-neuial Kemper zo meret gant Kemper Breizh Izel, ur gumuniezh tolpad-kêrioù.

Aquarive, diazezet e Krec’h Gwenn, war lez an Oded, a ginnig c’hoarioù hag ur poull sport evit ma c’hallo ar familhoù a-bezh diskuizhañ hag en em zudiañ.

Kerlann Vihan zo gouestlet dreist-holl d’an deskiñ neuial d’ar skolidi met ivez d’ar vugale ha d’an oadourien dre ar skol-neuial. Gant kevredigezhioù a-leizh e vez kinniet obererezhioù a bep seurt en dour ivez.

Poull-neuial Aquarive

Ar poulloù-neuial

Er poull-neuial Aquarive, tamolodet war lez an Oded e Krec’h Gwenn, ez eus ur poull sport 25 m gant 5 linennad dour tommet e 29°, ur poull gant gwagennoù, ur ruz-revr 60 m hirder hag 8 m uhelder, hag ivez ul lec’h c’hoari gant ur poull ha c’hoarioù evit ar vugale. Kinnig a ra Aquarive ul lec’h distegnañ ivez gantsolariom, jacuzzi, ha hammam, saonaoù, dorlotermiezh evit tremen ur mare diskuizh dibar.

Ur wech ar sizhun, diouzh an noz, e c’haller neuial pe distegnañ betek 22 eur.

An obererezhioù en dour

Kinnig a ra Aquarive e-leizh a obererezhioù en dour evit tud a bep oad hag evit an holl liveoù :

  • Danvez-mammoù : evit reiñ tro d’an danvez-mammoù da zistegnañ ha da nerzhusaat a-hed o brazezded.
  • Akwabagig : evit boazañ ar vugaligoù ouzh an dour hag evit ma tremenfent ur pennad-amzer plijus asambles gant o zud.
  • Akwatañva : evit ar vugale adalek 6 vloaz.
  • Abadenn Krennarded : nozvezhioù festus evit ar grennarded eus 11 da 15 vloaz en deiz a-raok ar vakañsoù-skol !
  • Akwajiminas: evit lakaat an holl gigennoù da labourat hep klevet poan.
  • Belo-dour : evit galloutmoanaat ha kigennañ, e-pad kentelioù a-stroll pe e-unan. Da feurmiñ.
  • Aon rak an dour : evit an oadourien o deus c’hoant da zeskiñ trec’hiñ o aon rak an dour dre gaer
  • Akwatonik : abadennoù akwajiminas sportel hag a gemmesk trotañ ha neuial.
  • Troiad gourdoniñ en dour : abadennoù sport, a gemmesk madelezh an akwajiminas hag ar velo-dour.

    Graet e vez ar c’hentelioù ur wezh ar sizhun. Ne vez kentel ebet e-pad ar vakañsoù-skol nag en deizioù-gouel. Ret eo kaout un testeni mezeg.

Aquarive

159 boulouard Krec’h Gwenn - Pgz 02 98 52 00 15 - aquarive@quimper.bzh

Linenn-vus 1 / Keradenneg - arsav Aquarive (Sul linenn A)

Poull-neuial Kerlann Vihan

Poull-neuial Kerlann Vihan

E poull-neuial Kerlann Vihan ez eus ur poull 25 m x 15 m gant 6 linenn dour, ur poull bihan hag a zere ouzh ar vugale evit c’hoari e surentez pe evit kregiñ da zeskiñ neuial.

Evel en Aquarive e c’haller, gant an doare m’eo kempennet ar poull-neuial, degemer an dud dalc’het en o c’herzhed.

Gant mistri-neuñverien Kemper Breizh Izel e vez kinniget d’an oadourien ha d’ar vugale adalek ar KP deskiñ neuial. Graet e vez ar c’hentelioù a-hed ar bloaz. Eus an deskiñ d’an envarrekaat e vez graet ar c’hentelioù diouzh live pep hini. Arnodennoù neuial a rank an dud tremen a-raok en em enskrivañ evit gouzout petra eo o live.

Kerlann Vihan

47 bali al laboused / Pgz 02 98 55 39 30 – Linenn-vus 1 Kervoezan / arsav Kerlann Vihan

Titouroù ha keleier : Pgz 02 98 52 00 15 / aquarive@quimper.bzh

Reolennoù pleustrek

Difennet eo gwiskañ bragoù berr, kalsonioù ha bermudaioù. Ar slipoù-kouronkañ hepken zo aotreet. Ret eo kaout bonedoù-kouronkañ.

Rankout a ra ar vugale dindan 10 vloaz bezañ gant un oadour. Gant ar vistri-neuñverien e vez prestet dafar ar poull-neuial (plankennoù, pull-buoys…)

Evit gouzout hiroc’h, deuit ‘ta da c’houlenn e degemer an daou boull-neuial pa vezont digor d’an dud.

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e