Art4context

Gant Art4context (a oa Espace Digital Sporadique diagent) e vez aozet raktresoù arzel e kenlabour gant frammoù skignañ/produiñ all er rannvroioù, ha dreist-holl abaoe 2011 gant ar Pol sevenadurel Max Jacob e Kêr Gemper.

Ar raktresoù-se zo diazezet war degemer arzourien en annez evit ul labour enklask in situ ha/pe in vivo ma vez pouezet war arnodiñ ar gwirdoud hag ar geoded dre ar bezañs, ar rannañ, ar c’hejañ, an difoupañ, an azasaat, an engouestlañ en ur deuler evezh ouzh riskl an enkañ, ar pellder, an torr hag ar c’hizidik. Un oberenn hag a zo un « artefact a zo arouezel an traoù ennañ » hag un « elfenn fetis eus ar gwirvoud » war un dro (Paul Ardenne).

Gant ar gevredigezh e vez harpet an arzourien a-hed o argerzh krouiñ a zo tri mare annez oc’h ober anezhañ : enklask, krouiñ, daskoriñ. Ober a ra war-dro evezhiañ ar raktres arzel, ar produiñ, aozañ ar mareoù daskoriñ hag ar prezegennoù, ha war-dro an emgavioù hag an divizoù foran dirak an arzourien.

Gant ar gevredigezh e vez pedet an arzourien ivez da brederiañ war an doareoù da deuliaouiñ ha da grouiñ ar raktres evit ma c’hallo bezañ embannet war skoroù niverel hag er Genrouedad gant an dastumadoù-mañ :

  • pennadoù-kaoz gant arzourien : teuler sklêrijenn war ar grouidigezh a vremañ, en un doare all, pe savboent barn arzourien war labour arzourien all.
  • re:doc : gouestlet da vemor ar raktresoù arzel a aozomp war diazez an teuliaouiñ hag ar c’hrouiñ.
  • eds hubbub : kelaouenn ar c’heleier treset awenet gant ar c’hazennerezh, hag a zifenn ar soñj ez eo disheñvel-mik keal ar « c’helaouiñ » hervez doareoù an arzourien.
  • divizoù etre arzourien : kenlabourioù etre arzourien hag a grou asambles un oberenn graet evit skorioù niverel.

Gallout a reer lenn ar pennadoù-kaoz-se ha gwelet ar c’hrouidigezhioù-se evit netra war ar Genrouedad hag e dastumadoù hag ensavadurioù foran (Dalc'had rannvroel an arz a vremañ, Dielloù an arzvarnouriezh, arzaouegoù, kreizennoù arz a vremañ, skolioù arz, ha kement zo…), hag ivez en un nebeud levrdioù arbennikaet.

Kenlabourat a ra art4context (a oa Espace Digital Sporadique diagent) gant ar Pol Max Jacob eus Kêr Gemper, ezel eus ar rouedad Arz a vremañ e Breizh (AKB) hag ezel eus Kevread ar rouedadoù hag ar c’hevredigezhioù arzourien neuziañ (Krkan).

Anavezet eo ar gevredigezh gant Kreizenn vroadel an arzoù neuziañ (Kban) ha gant Renerezh rannvroel an aferioù sevenadurel (Rras) e Breizh.

Harpet e vez ar gevredigezh gant Rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Kêr Gemper.

Art4context
47, straed Roz Kermabeuzen
29 000 Kemper
Pgz 06 73 65 11 67
elv@art4context.org – Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn Art4context.

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e