Poulloù-neuial Kemper zo meret gant Kemper Breizh Izel, ur gumuniezh tolpad-kêrioù.
Aquarive, diazezet e Krec’h Gwenn, war lez an Oded, a ginnig c’hoarioù hag ur poull sport evit ma c’hallo ar familhoù a-bezh diskuizhañ hag en em zudiañ.
Kerlann Vihan zo gouestlet dreist-holl d’an deskiñ neuial d’ar skolidi met ivez d’ar vugale ha d’an oadourien dre ar skol-neuial. Gant kevredigezhioù a-leizh e vez kinniet obererezhioù a bep seurt en dour ivez.
Ar poulloù-neuial
Er poull-neuial Aquarive, tamolodet war lez an Oded e Krec’h Gwenn, ez eus ur poull sport 25 m gant 5 linennad dour tommet e 29°, ur poull gant gwagennoù, ur ruz-revr 60 m hirder hag 8 m uhelder, hag ivez ul lec’h c’hoari gant ur poull ha c’hoarioù evit ar vugale. Kinnig a ra Aquarive ul lec’h distegnañ ivez gantsolariom, jacuzzi, ha hammam, saonaoù, dorlotermiezh evit tremen ur mare diskuizh dibar.
Ur wech ar sizhun, diouzh an noz, e c’haller neuial pe distegnañ betek 22 eur.
Kinnig a ra Aquarive e-leizh a obererezhioù en dour evit tud a bep oad hag evit an holl liveoù :
159 boulouard Krec’h Gwenn - Pgz 02 98 52 00 15 - aquarive@quimper.bzh
Linenn-vus 1 / Keradenneg - arsav Aquarive (Sul linenn A)
Poull-neuial Kerlann Vihan
E poull-neuial Kerlann Vihan ez eus ur poull 25 m x 15 m gant 6 linenn dour, ur poull bihan hag a zere ouzh ar vugale evit c’hoari e surentez pe evit kregiñ da zeskiñ neuial.
Evel en Aquarive e c’haller, gant an doare m’eo kempennet ar poull-neuial, degemer an dud dalc’het en o c’herzhed.
Gant mistri-neuñverien Kemper Breizh Izel e vez kinniget d’an oadourien ha d’ar vugale adalek ar KP deskiñ neuial. Graet e vez ar c’hentelioù a-hed ar bloaz. Eus an deskiñ d’an envarrekaat e vez graet ar c’hentelioù diouzh live pep hini. Arnodennoù neuial a rank an dud tremen a-raok en em enskrivañ evit gouzout petra eo o live.
47 bali al laboused / Pgz 02 98 55 39 30 – Linenn-vus 1 Kervoezan / arsav Kerlann Vihan
Titouroù ha keleier : Pgz 02 98 52 00 15 / aquarive@quimper.bzh
Difennet eo gwiskañ bragoù berr, kalsonioù ha bermudaioù. Ar slipoù-kouronkañ hepken zo aotreet. Ret eo kaout bonedoù-kouronkañ.
Rankout a ra ar vugale dindan 10 vloaz bezañ gant un oadour. Gant ar vistri-neuñverien e vez prestet dafar ar poull-neuial (plankennoù, pull-buoys…)
Evit gouzout hiroc’h, deuit ‘ta da c’houlenn e degemer an daou boull-neuial pa vezont digor d’an dud.