E Kreizenn vageal Krec’h Gwenn eo bodet an holl obererezhioù dour a zo e kêr Gemper. Modern eo neuz ar savadur, diazezet war c’hlann an Oded, ha lakaat a ra da soñjal e trolinenn ur vag pa seller outañ. En doare m’eo bet kempennet ez eo aes hag akomod evit pleustriñ ar bageal-dre-lien, ar c’hanoeoù-kaiak hag ar roeñvat. Ur sal-emvod ha kentelioù, zo enni ivez koulz ha sanailhadoù dafar.
Prestet e vez d’ar c’hevredigezhioù sport eus ar gumun ha da skolioù mamm ha kentañ derez ar gumun.