• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Bleuniañ kêr

Brudet eo Kemper evit he fichadennoù bleunioù a-zoare. Disoc’h labour perverzh ha youlek liorzhourien kêr int. O chemet ha o anaoudegezh eus ar plant zo pouezus-kenañ evit aozañ ha kempenn ar bleuñvegoù hag ar c’hestoù-bleunioù. Kalz lec’hioù e kreiz-kêr a vez bleuniet evel-se : liorzhoù ar Ramparzhioù nepell diouzh an iliz-veur, ar c’hae Dupleix, plasenn ar Rezistañs hag ardremez ti an douristed. A-hed an Oded hag ar Stêr-Deir, an div stêr bennañ eus kêr (ar Froud eo an trede), ez eus bet lakaet gant evezh kestoù-bleunioù a-leizh.

Aozet e vezont hervez ar mareoù (goañv, hañv, diskar-amzer).

An tri adti-kêr e karterioù Penharz, an Erge-Vihan ha Kerfeunteun, antreoù kêr hag ar c’hroashentoù-tro a vez bleuniet ivez. Unan eus dibarderioù Kemper eo ar c’hroashentoù-tro stank a zo war an hentoù eus diavaez ar gumun. Lod anezho zo deuet da vezañ lec’hioù « skouer » evit a sell ouzh ar bleuniañ, c’hoari a reont o roll evit degemer an dud pa’z eont tre e kêr ha talvezout a reont da skoroù evit lakaat ijin arzel gwazourien pep tolead da vont en-dro.

Tuadurioù nevez

Betek-henn, evit a sell ouzh ar bleuniañ, e plede renerezh an takadoù glas gant un tem nevez bep bloaz. Ar pal e oa lakaat an traoù da gemm :

  • ar bleuniañ (stiloù nevez, soñjoù nevez, ober muioc’h a draoù),
  • boazioù al liorzhourien,
  • ar ouiziegezh evit an implij eus ar plant, degas plant nevez

E 2016 ez aio an doare-se da vont en-dro da get met roet e vo lec’h bepred d’ar grouidigezh a zo unan eus luskerioù pennañ ar bleuniañ. Ar pouez a vo lakaet un tamm muioc’h war ar saverezh hag ar strollañ plant neuze, en ur reiñ an tu bepred, e lec’hiennoù zo, da implijout frammoù evit harpañ ar bleunioù.

Ne vo tem boutin ebet met bez’ e vo taolennoù a bep seurt evit sachañ selloù an dud !

Trawalc’h a blant hag a vleunioù a vez produet

E renerezh an takadoù glas ez eus ur skipailh arbennikaet evit produiñ ar bleunioù hag ar plant a zo ezhomm er gumun. E takad ar Redva-kezeg emañ an tiez-gwer hag an tachennoù produiñ. Produiñ a reont war-dro 150 000 a blant bep bloaz. Evel-se e vez bastet da servij an takadoù glas evit e ezhommoù. Evit bleuniañ an takadoù glas ez eus 3 350 m2 a diez-gwer, 3 300 m2 a dachennoù evit gounit plant ha bleunioù ezdouar ha 1 250 m2 a dachennoù evit gounit plant ha bleunioù en douar bev.