• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Taouarc’hegi : mirvaoù natur da wareziñ

An taourc’hegi war lez an Oded zo lakaet da dakadoù natur da wareziñ. Tachennoù bresk int ma vez uhel-kenañ ar glebor ha ma vez kalz izeloc’h ar wrez a-rez an douar eget hini an aer tro-dro. N’eo ket an taouarc’hegi ur metoù kevannezus evit ar plant. Ouzhpenn-se eo dibaot an danvezioù organek en dour a vez degaset enno ha trenk-kenañ eo. Kavout a reer enno, koulskoude, kalz spesadoù plant heverk, rak boaziet mat int ouzh ar metoù-se.

Taouarc’hegKerogan

Un daouarc’heg gant man-taouarc'h eo, ur seurt man hag a yoc’h ha a ya goustadik da stummañ an taouarc’h.
E koad Stank Zu emañ an daouarc’heg-se ha reiñ a ra bod da blant dibar ha gwarezet evel an Drosera Rotundifolia.

Taouarc’hegKernoter

Ar plant taouarc’hegi n’int ket ken stank enni hag e Kerogan, met kavout a reer daou spesad drozera: ar glizheolez delioù-hir hag ar glizheolez-delioù-ront, hag ur spesad kigebrer all, al louzaouennoù-an-amann.

Evel an holl blant en em vagont diwar ar boued a zo en dour hag en douar, met dre m’eo dibaot-kenañ ar danvezioù magus er metoù-se en em vagont ivez diwar amprevaned bihan hag a vez paket ganto. Kavout a reer ivez al lin-geun, ur seurt plant aes da anavezout gant o blev kazh gwenn gloanek. Gallout a reer pourmen en daouarc’heg dre wenodennenoù kempennet.

A-fet loened eo dibar an daouarc’heg-se dre ma’z eus enni glazarded bevc'haner, anezho glazarded gell bihan, ha dreist-holl maligorned Kemper, plat ha brizhellet , hag a gaver e Penn-ar-Bed hepken.

Taouarc’heg Toulven

D’an daouarc’heg-se ne c’hall ket an dud mont. Kavout a reer enni spesadoù a-leizh evel an drozera, hag ivez herlegoned bihan, ur spesad laboused gwarezet e Frañs a-bezh.