Takadoù glas

Park Krec’h Gwenn
Krec’h Gwenn, ul lec’h ma vez pleustret meur a sport, zo ivez ul lec’h evit pourmen ha diduañ hag a blij kenañ da holl Gemperiz, kozh ha yaouank. An takad glas brasañ eus Kemper eo. Bevennet eo gant an Oded, ar stêr vrasañ e-touez an teir stêr a zo e Kemper hag ul lenn zo ennañ. Kreizenn vageal Krec’h Gwenn zo war ribl ar stêr ha n’eo ket ral gwelet eno amatourien kanoeoù, kaiakoù, optimistoù ha bagoù all c’hoazh, hag ivez pesketaerien a-leizh. Er park ez eus ivez meur a dachenn hag a sal sport, un hentad sport ha lec’hioù kempennet evit ar plankennoù-ruilh, an troadikelloù hag ar bicrossoù.

Alezioù Krec’h Gwenn a blij kenañ d’an dud evit bale sioul hag aes e vez mont ganto gant bountelloù. Prizet-kenañ eo ar park-se, gant ar vugale, a-hend-all, gant e dachennoù-c’hoari evit ar re vihan hag ar re vras.

Gorread : 7,5 hektar. Mont dre voulouard Krec’h Gwenn. Meur a barklec’h zo.

Park Kervouieg

Park Krec’h Gwenn

Un dachenn-c’hoari vras suraet, un droiad evit an dud war droad, 2,3 hektar a c’hlasvez, ur wazh… Park Kervouieg, digoret e 2007, zo ul lec’h plijus evit pourmen, kemer e amzer, sellet ouzh ar vugale o c’hoari. Aze en em santer evel war ar maez : ne vez touzet al leton pe falc’het ar geot nemet war lez an alezioù hag an tiez, ha war an dachenn-c’hoari. Empennet eo bet evit kaout doujañs ouzh bevliesseurted ar plant hag al loened tro-war-dro. Gallout a reer gwelet un dastumad onn ennañ.

Mont dre vali Ti Pont. Ur parklec’h zo.

Plaenenn Kerlann Vihan

Plaenenn Kerlann Vihan, hag a zo e-kichen ar poull-neuial ha tost d’an teir zachenn-dennis, zo ur skwar evit ar familhoù, ma’z eus unan. Gant he 13 000 m2 a c’hlasvez e kinnig d’an dud takadoù en disheol, ur park c’hoari ha letonennoù m’eo brav chom da ziskuizhañ.

Mont dre ar straed Lucien Simon pe bali al Laboused. Parklec’h poull-neuial Kerlann Vihan.

Traoñienn Sant-Laorañs
Traoñienn Sant-Laorañs

Gant he 6 hektar a c’hlasvez, Traoñienn Sant-Laorañs a ginnig tachadoù diseurt d’an dud e-kreiz karter ar Bradenn (An Erge-Vihan). Emañ a-dreñv Pennospital Kerne. Enni ez eus tachadoù bras dindan leton, un dachenn-c’hoari, ur c’hoad brazik hag ur poull dour en traoñ. A bep seurt pourmenadennoù a c’haller ober dre he alezioù kempennet. Ul leur biknikañ zo evit ar familhoù a zeu pa vez brav an amzer.

Gant panelloù displegañ e vez roet titouroù d’ar bourmenerien diwar-benn an takad glas-se hag ar c’hempenn anezhañ. Un arboretom zo, kempennet war tem an deiziadur keltiek. Un digarez eo da welet spesadoù gwez a bep seurt. En draoñienn ez eus ivez un dastumad brav a haleg, hag ur werje bedagogel. Meret eo gant Kevredad liorzhouriezh Kemper hag ingal e vez diskouezet enni penaos tailhañ hag imboudañ gwez ha penaos roteliñ.

Gallout a ra Traoñienn Sant-Laorañs dont buan da vezañ ur gwir arsellva evit sellet a-dost ouzh al loened hag ar plant. Ar merañ a-ziforc’h pleustret enni (lenn ivez ar bajenn xx) a sikour derc’hel spesadoù plant a-leizh. Meur a ruskenn zo ivez evit sikour gwareziñ ar vevliesseurted el lec’h-se. Abaoe 2011 ez eus bet kempennet goudorioù evit al loened.

Ha war an dour n’eo ket ral gwelet houidi-korz, douryer ha laboused bihan.

Mont dre vali Luimneach.Ur parklec’h zo. Ul label Takad glas ekologel (TGE) zo bet roet d’an takad glas-se. Repu Kevre gwareziñ al laboused (KLG)

Plaenenn ar Meilhoù Glas

Plaenenn ar Meilhoù Glas

Plaenenn ar Meilhoù Glas, hag a vez kempennet mat he neuz naturel gant servijoù an ti-kêr, a hed ar Stêr-Deir. Un drugar eo an takad 7 hektar-se, gant ar stêr. Er blaenenn ez eus un takad dindan leton gant un dachenn-c’hoari, alezioù evit bale, redek pe mont gant marc’hoù-houarn. Gant treuzelloù e c’haller mont eus an eil ribl d’egile hag ober e vad eus al lec’h sioul-se. Gallout a reer pourmen e-pad pell dre ar gwenodennoù kempennet etre Maner ar Salioù hag ar skluz, ha, petra a virje, kenderc’hel betek kreiz-kêr en ur dremen dre bark ar Brovidañs. Evit se n’eus nemet heuliañ red an dour, bourrañ gant al loened hag ar plant liesseurt abalamour d’ar merañ a-ziforc’h a vez sevenet abaoe bloavezhioù zo.

Al label Takad glas ekologel (TGE) zo bet roet d’ar blaenenn-se. Repu Kevre gwareziñ al laboused (KLG)

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e