Koad ar Fruji
Moarvat ez eo ar c’hoad-se arouez Kemper ! Plantet e voe ar 6 hektar anezhañ gant gwez faou ha kistin. Distrujet e voe da vat gant korventenn 1987. Gant al labour kaset da benn gant liorzhourien ha liorzhourezed Kêr eo deuet ken glas al lec’h ha ma oa a-raok.
Pourmen a reer e-touez ar gwez faou ha kistin a zo bet plantet en-dro, met ivez e-touez ar gwez bezv, skav-gwrac'h, derv hag onn. Stank-kenañ eo ar c’helenn ivez ha gouennoù man a bep seurt zo war an douar. Ar gouennoù hortensia a laka da soñjal en liammoù tost a zo etre ar vro-mañ hag ar gouennoù-se. E krec’h menez Fruji, "menez" Kemper, ez eus bet kempennet ur gweledva, ha toulloù zo etre ar gwez evit ma c’hallfe an dud profitañ ouzh ar welet war kalon istorel kêr.

Un dachenn a blij d’ar rederien a bep oad gant un droiad c’hlas 9km. Gorread : 26 ha.

E kalon karter Kervoezan/Penharz, ur c'hoadig 4 ha o liammañ ar c'harterioù, un alez varc'hekaat enni, hag un takad c'hoarioù evit ar vugale eus tu straed Rousilhon.

Ur c'hoad a seizh ha eo, kavet enni dreist-holl gwez deliaouek : gwez-kistin ha derv, hag un nebeut gwez-pin-Arvor.

Un hentad-reteriñ zo gant balizennoù er c'hoad-se (www.quimper-orientation.fr).
Gorread : tro 10 ha, gant pradoù sec'h, un dachenn c'hoari ha liorzhoù evit ar familhoù.

E penn an halaj, treuzet eo ar c'hoad gant un droiad MTB (VTT) live gwer. Kaset e veoc'h dre aze betek ar C'hornigell, hag e c'helloc'h kenderc'hel gant ho paleadenn war ribl an Oded. Gorread : 10 ha.

Ar c'hoad bras-se, 12,5 hektar, a zo poblet gant gwez faou ha derv dreist-holl. Met e-kichen ar stêr Oded e c'haller gwelet Pinus radiata pe pin insinis/Monterey, a orin eus Monterey, e Kalifornia. Plantet er vro ouzhpenn 150 vloaz zo, ar gwez-pin-se a zo dalc'hus-tre ouzh an avelioù sall.
Pemp hektar leun a spesadoù gwez liesseurt ha kantveziek a ya d'ober ur warezh c'hlas e-kalon karter Penharz. Emañ an dachenn-gampiñ kêr staliet aze.