• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Dont da Gemper

Penaos ha pegeit evit dont da Gemper dre an hent, gant an tren, dre vor, pe gant ar c’harr-nij.

Dre an hent

Gant an hent-tizh B165 Brest – Naoned :

  • Pariz - Kemper : 570 km - tro 6e ;
  • Roazhon - Kemper : 215 km - tro 2e30 ;
  • Naoned - Kemper : 232 km - tro 2e40 ;
  • Brest - Kemper : 71,5 km - tro 1e ;
  • An Oriant - Kemper : 70,5 km - tro 50 munutenn ;
  • Gwened -Kemper : 122 km - tro 1e30.

Jedit ho hent war mappy.fr pe viamichelin.fr.

Gant an tren

Darempredet eo ti-gar Kemper gant ul linenn Tren Tizh Bras. Ul leurenn etremodel zo gantañ, ma kej meur a zoare treuzdougen.
Meur a dren a vez bemdez etre Kemper ha Pariz Montparnasse. Padout a ra tro 3e30 ar veaj.
Prientit ho peaj, mirit ho pilhedoù hag ho koumanantoù war Sncf connect
Evit ho peajoù e Breizh, sellit ouzh lec’hienn THR Breizh.

Dre vor

Adalek Breizh-Veur e c’haller mont da Norzh Breizh dre borzhioù Rosko pe Sant-Maloù.
Eus an tu-mañ, linennoù-mor zo war-du Bro-Saoz hag Iwerzhon adalek Rosko ha Sant-Maloù.
Sellit ouzh lec’hienn Brittany-Ferries.

Gant ar c’harr-nij

Aerborzh an Oriant

45 mn diouzh Kemper.
Sellit ouzh lec’hienn aerborzh an Oriant.

Aerborzh Brest-Gwipavaz

45 mn diouzh Kemper
Sellit ouzh lec’hienn aerborzh Brest.