• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Taouarc’hegi : mirvaoù natur da wareziñ

An taourc’hegi war lez an Oded zo lakaet da dakadoù natur da wareziñ. Tachennoù bresk int ma vez uhel-kenañ ar glebor ha ma vez kalz izeloc’h ar wrez a-rez an douar eget hini an aer tro-dro. Metoù dizegemerus eo an taouarc’hegi evit ar plant. Ouzhpenn-se eo paour an danvezioù organek en dour a vez degaset enno ha trenk-kenañ. Kavout a reer enno, koulskoude, kalz spesadoù plant heverk, rak boaziet int ouzh ar metoù-se.

Taouarc’heg Kerogan ha Kernoter

Un daouarc’heg gant man-taouarc'h eo hini Kerogan, anvet ivez Kernoter.
E koad Stank Zu emañ an daouarc’heg-se ha reiñ a ra bod da blant dibar ha gwarezet evel an Drosera Rotundifolia.

Evel an holl blant en em vagont diwar ar boued a zo en dour hag en douar, met dre m’eo paour-kenañ ar danvezioù magus er metoù-se en em vagont ivez diwar amprevaned bihan hag a vez paket ganto. 

A-fet loened eo dibar an daouarc’heg-se dre ma’z eus enni glazarded bevc'haner, anezho glazarded gell bihan, ha dreist-holl maligorned Kemper, plad ha brizhellet , hag a gaver e Penn-ar-Bed hepken.

Taouarc’heg Toulven

D’an daouarc’heg-se ne c’hall ket an dud mont. Kavout a reer enni spesadoù a-leizh evel an drozera, hag ivez herlegoned bihan, ur spesad laboused gwarezet e Frañs a-bezh.