An henamzer, amzer ar mojennoù, Grallon, sant Kaourantin, ar brezelioù ha kresk Kemper...
Diskouachet eo bet gant an enklaskoù arkeologel e oa bet annezet a-holl-viskoazh Kemper hag he zrowardroioù. Poderezh eus an Neolitik pe ar pezh a chom eus un daol-vaen a lak da c'houzout e oa bet tud o chom aze er VIvet hag en IIIe kantved a-raok J-K. Relegennoù meur a vastis e ardilh (torchis) e kreiz mogerioù savet war peulioù, oppidums (lec'hioù gwarez evit ar boblañs) ha roudoù artizanerezh a brou e oa bet un annez war ar maez e-kerzh oadvezh an houarn ha mare ar C’halianed.
Ur gêrig-porzh a voe staliet war vord an Oded, e lec’h m’emañ karter Lokmaria bremañ, e kentañ kantved hon oadvezh. Tennañ a rae ar gêr c’halian-ha-roman gounit eus lañv ar stêr evit diorren ar c’henwerzh.
Liammet e oa an emporion bihan-se gant hentoù war-zu Gwened, ar vro Vigoudenn pe Karaez, kêr-benn an Osismied. A-us da Lokmaria, er Menez Fruji e veze kavet temploù hag ur vered-veur enni kantadoù a vezioù. En trowardroioù e kaved kenkizoù, tiez cheuc’h, e-kichen tiez feurm e ardilh gronnet gant mogerioù savet war peulioù.
Dilezet e voe ar porzhig-kenwerzh pinvidik-se war-dro fin an IIIe kantved, pa voe skoet Impalaeriezh Roma gant un enkadenn.
E penn kentañ istor Kemper e vez kemmesket ar mojennoù gant an nebeud danevelloù istorel eus an amzer-hont. Buhez sant Kaourantin, eus 1235, a gont penaos e oa bet diazezet kêr gant Grallon war-dro ar Vvet pe ar VIvet kantved. Grallon, roue Kêr-Iz, en dije roet e gastell e kember an Oded d’an ermit Kaourantin evit sevel e iliz-veur. Dont a ra ar roue mojennel-se war wel ivez e eil levr Buhez latin Sant Wennole bet skrivet tro 880.
Grallon eo tudenn bennañ mojenn Kêr-Iz, ur seurt Atlantis mod Breizh, kollet e orinoù tamm-ha-tamm e hengoun dre gomz ar Gelted. A-hed ar c’hantvedoù eo bet perc'hennet ar vojenn-se gant ar gonterien hag ar skrivagnerien vreizhat, o pinvidikaat anezhi, hag o ijinañ stummoù nevez dezhi, awenet gant o faltazi.
Hervez an istor e oa bet diazezet an eskopti da vare ar Garolingiz. Diskouezet eo bet gant ar furchadegoù arkeologel e oa, e fin an Xvet kantved, ur gwir steuñv kêr, frammet en-dro d’un iliz-veur romanek nevez.
Ur lec'h-meur relijiel ha politikel war un dro e oa kêr, ha sachet e oa etre galloud an eskob hag hini an dug.
E « Douar an Iliz » e veze kavet lodenn Gemper er ramparzhioù hag an dachenn zo en norzh dezho. Gant an eskob e oa ar memes galloudoù ha gant un aotrou laik : gallout a rae rentañ ar justis, kastizañ ha sevel tailhoù diwar ar Gemperiz.
E Douar an Dug e veze kaset e c’halloud gant an dug, ur fabourzh o kreskiñ en tu-hont d’ar Stêr Deir, e kornôg ar ramparzhioù.
Ledet war ur pemzek hektar bennak e oa Kemper, gronnet gant ur voger-greñv 1500 m, bordet gant ar Froud, an Oded hag ar Stêr Deir. E-tro 1450 e oa war-dro 4500 a dud o chom eno. Ur gêr e oa an dachenn-se evit un darn, met reiñ a rae bod ivez da barkeier, gwerjezoù ha liorzhoù en he lodenn uhelañ. Hag el lodenn izelañ e kaved Palez an eskibien, tiez ar chalonied hag ar vourc’hizien. A-hed ar straedoùigoù kammigellek ha pavezet evit un darn e kaved tiez o frammoù koad heñvel ouzh ar re a weler bremañ e karter kozh Kemper.
Goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C’hall e 1532 e kendalc’has ar c’hevezerezh etre galloud an eskob ha hini an dug, en ur wanaat koulskoude. Dont a reas war wel un oligarkiezh gant noblañsoù izel ha bourc’hizien etre. Gant honnezh e vo pourchaset e-leizh a vedisined, a alvokaded pe a vartoloded evel an amiral Kergelenn. Gant ar familhoù bras-se e veze lakaet sevel osteloù prevez hag e veze prenet douaroù war ar maez.
E fin ar XVIIvet kantved e oa 9000 a annezidi e Kemper. Dilosket e oa mogerioù-kreñv kêr, deuet da vezañ didalvoud evit ar soudarded. Tra ma veze distrujet dorioù kreñvaet, e saved pontoù nevez evit aesaat an tremenerezh. Met un aozadur dizurzh ha diyec’hed a oa e kêr, hêritet eus ar Grennamzer. E 1762 e oa bet drastet tiez koad straed ar Gereon gant an tan-gwall. Karget e oa bet an ijinour André d’ober un tres sevel nevez : reizhet en doa tres ar straed ha savet batisoù gant talbennoù maen.
Da-heul an Enepdisivoud e oa bet muioc’h-mui a urzhioù relijiel, ha dre se e voe savet e Kemper meur a savadur relijiel.
E miz Genver 1790 e oa bet lakaet Kemper da bennlec’h an departamant. Jozef ar Gwilhoù a Gerinkuñv a zeuas da vezañ ar maer kentañ.
Degemeret fall e oa bet lezenn diazez ar gloer gant ar Gemperiz, ha kalz a veleien refraktel a guitaas ar vro. Divodet e voe ar genvreuriezhioù relijiel e 1792. Gwerzh un nebeud madoù kloer a brofitas da familhoù prenerien zo. Treuzfurmet e voe ar c’houentoù ha savadurioù all an urzhioù relijiel e kazarnioù, prizonioù, pe lakaet e voent da reiñ bod da velestradurezhioù nevez.
E-pad ar Spont Bras e voe gwashaet diroll an Dispac’h : lakaet e voe an hu war ar veleien refraktel, ur bern tud a voe harzet ha dibennet dirak an holl, drailhet e voe an iliz-veur hag an ilizoù, devet e voe delwennoù ha relegoù...
Goude freuz mare an Dispac’h e teuas ur mare pinvidik a-walc’h e-pad ar Goñsuliezh hag an Impalaeriezh. Un dra vat evit Kemper e voe blokus-mor Brest gant morlu Breizh-Veur. Ar porzh-kenwerzh bihan war an Oded a zeuas da vezañ magajenn ar morlu hag, ar bigi brezel ha kenwerzh. Met gant ar peoc’h e 1815 e voe lakaet un termen d’an oberiantiz fonnus-se.
C’hoant he doa bet Kemper echuiñ gant framm ar Grennamzer a vire ouzh kêr da ziorren. Adreñket e voe kreiz kêr evit ma vije aesoc’h da dizout ha digeriñ straedoù nevez. Savet e voe ur c’hoc’hu nevez, e straed Sant Frañsez, el lec’h ma oa kouent ar Gordennerien. Mont a reas an ti-kêr da blasenn Sant Kaourantin, e ostel prevez kozh Guernisac. Setu kêr digoroc’h hag aveletoc'h, kuitaet ganti korfelezh strizh ar Grennamzer, o’n em astenn war daou ribl an Oded.
Renevezet pe adsavet e voe ar savadurioù relijiel distrujet da vare an Dispac’h. E 1857 e voe savet gant Joseph Bigot flechoù tourioù an iliz-veur, lakaet monumant istorel e 1847. Kenderc’hel a reas ar savour e labour dre sevel mirdi an arzoù-kaer e 1872. E 1904 e voe savet c’hoariva Max Jacob.
Erru an hent-houarn e 1864 a zegasas obererezhioù greantel nevez. Kavet e voe muioc’h a hentoù kenwerzh gant ar feilhañserezh. Greanterezhioù boued (friturioù, uzinoù skorn) hag embregerezhioù all a n'em stalias e takadoù greanterezh nevez.
Evit enoriñ eñvor ar 556 a Gemperiz lazhet war talbenn ar Brezel-bed Kentañ e lakaas kêr sevel ur c’hounlec’h, e skalier enor an ti-kêr. Taolennet eo ennañ emgannoù gant Charles Godeby.
Etre an daou vrezel e voe savet lodennaouegoù nevez e-leizh. Karterioù evit micherourien, sko ouzh an takadoù greanterezh, a gaver e-kichen lodennaouegoù bravoc'h war ar c’haeoù pe e karter al Lez-varn. Gant an tisavour Olier Mordrel e voe ijinet savadurioù gant ur stil dezho o-unan, graet gant danvezioù nevez. « Ti Kodak », ti ha stal al luc’hskeudennour Villard tost da geoded Kergelenn, zo un testeni eus e oberenn vodern ken-ha-ken.
Ac’hubet e oa bet Kemper gant an Alamaned d’an 18 a viz Mezheven 1940, ha daoust ma ne voe ket touchet kêr gant ar bombezadegoù, he doa bet da c’houzañv diwar an diouer a voued hag an dud harzet pe deportet. Pa glevas Rezistanted ha Rezistantezed Breizh e oa bet un dilestradeg e Normandi, e voe dieubet kêr ganto d’an 8 a viz Eost 1944, goude emgannoù feuls.
War-lerc’h an Eil Brezel-bed e oa bet un enkadenn c’hrevus gant al lojeiz gant ar baby-boom. Ret e oa da Gemper kavout tachennoù all da sevel tiez. E 1960 e oa bet bodet an Erge-Vihan, Kerfeunteun, Penharz ha Kemper er memes hollad, "Kemper vras", a reas da gêr Gemper dont da vezañ ur gwir veurgêr.
Kemper, 50 000 a annezidi enni hiviziken, a lakaas sevel savadurioù bras e karter Kervoezan. Muioc’h-mui a garterioù gant tiez bihan hag a dakadoù labourerezh a vez savet war lezioù kêr. Gant ar cheñchamantoù-se e voe treuzfurmet doare ar maezioù hag identelezh ar c’humunioù kozh diwar ar maez tro-war-dro.
Adalek 1960 e tiorroas an treuzdougen : toullet e voe hentoù nevez, krouet e voe hentoù-tro ha pontoù. Lakaet e voe ur rouedad busoù war-sav e kêr, an tren tizh bras hag an hent-tizh. Pelloc’h e vez darempredet Kemper gant kirri-nij bemdez adalek Pariz.
E 1962 e oa bet krouet takad greanterezh ar Redva-kezeg (an Hippodrome). Er bloavezhioù 90 e oa n'em staliet teknopol Kemper Kerne e tachad Krec’h Gwenn. Diorren a reas an deskadurezh uhel gant digor pol Pêr Jakez Helias e Skol-veur Breizh Izel (UBO) hag Ensavadur uhel war ar merañ diazad Azia Habask (Institut supérieur de gestion Asie Pacifique).
Kendalc’het e oa bet da strollañ kumunioù en takad kêrioù o krouiñ Kemper Breizh-Izel e 1993. Enni e kaver an Erge-Vras, Gwengad, Plogoneg ha Kemper. Ledanaet e voe c’hoazh gant Ploneiz, Pluguen ha Ploveilh e 1997, ha goude-se Lokorn e 2011, ha c'hoazh Brieg, Edern, Landrevarzeg, Langolen, Landudal ha Kemeneven e 2017.