• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Liorzhoù dibar

Liorzh Lokmaria

jardin-du-prieure jardin-du-prieure
Al liorzh, a-hed an Oded, e-kichen prioldi Lokmaria, zo bet kempennet adalek 1997 gant plantoù aromatek eus ar Grennamzer, e doare liorzhoù ar manatioù da vare Anna Vreizh (1477-1514). Arouezioù ar relijion a weler mat eno. E-kreiz al liorzh ez eus ur c’hledour gant ur feunten a red an dour diouti, evel un arouez eus ar vuhez hag ar burentez, evel ar stêrioù a zoure ar baradoz gwechall. Ar pergola e koad derv a laka da soñjal e bolz an oabl, an alezioù a stumm kroazioù…

Alezioù an dachenn-se, gant mogerioù mein tro-dro dezhi, zo ul lec’h digustum ha pedagogel. Ar plantadegoù a vez kinniget e karrezennoù uhel ha rannet hervez o implij. Mein-sklent zo kalz anezho. Implijet e vezont a wiskadoù evit kinklañ pe evel skor evit diskouez ar plant. Pep spesad a vez merket mat e anvioù latin ha gallek. Dibar eo al liorzh-se : an hini nemeti eo eus ar seurt-se e kêr.

He gorread : 1 700 m2

Kavout a reer enni

Tro 150 spesad plant.
Plant a-leizh ha n’ouzer ket mui petra a veze graet ganto, dasparzhet hervez o implij : ed boued, plant mat da zebriñ, plant aromatek, louzoù, plant livañ, plant kinklañ, ha kement zo…

 

Liorzh ar Retred

Jardin-de-la-Retraite Jardin-de-la-Retraite

Liorzh ar Retred, ul lec’h dibar anezhi, zo gwarezet gant ramparzhioù ar gêr gozh mogeriet. Enni ez eus un heuliad peder liorzh tematek hag e c’haller mont eus an eil d’eben gant diri pe dre zorioù.

  • Liorzh an trovanoù (dastumad bananezenned)
  • Ar balmezenneg (dastumad palmez)
  • Al liorzh sec’h (plant eus Mec’hiko, Suafrika, Aostralia…)

He gorread : 4 500 m2

Kavout a reer enni

E-leizh a blant trovanel.
Un dastumad kaer-tre a blantoù egzotek en em azasaet mat ouzh hin Breizh.

Liorzh ar peoc’h

Jardin-de-la-paix Jardin-de-la-paix

Emañ Liorzh ar Peoc’h uheloc’h eget Liorzh ar Retred. Kinnig a ra ur bed disheñvel-mik troet war-zu ar Mor Kreizdouar. Enni e tegas ar gwez-olivez hag ar pin-Alep da soñj eus perzh arouezel al lec’h-se, gouestlet d’ar peoc’h. Nevez-flamm eo al liorzh-se : e 2009 e oa bet boulc’het al labourioù pa oa bet toullet ur voger ha krouet un diri greunit, ha goude se e oa bet graet labourioù douarañ, krouet bolzioù, staliet an oued, rokailhez, ar winieg… E 2013 e oa bet echuet ar plantadegoù ha digoret Liorzh ar Peoc’h d’an dud. Gallout a reer pourmen a-hed « caladas » (alezioù meinet) hag alezioù dindan siprez, ehanañ dindan ar pergola eizh piler pe c’hoazh bamañ ouzh ar gwel dreistordinal war kalon istorel Kemper, gant ur sell ral war flechoù an iliz-veur.

He gorread : 6 700 m2

Kavout a reer enni

Plant eus ar Mor Kreizdouar hepken : meurta, gwez-olivez, lavand, roz-roc'h, siprez, gwini, pin-Alep, ha kement zo…

Liorzh C’hoariva Max Jacob

jardin-theatre jardin-theatre

War-hed un toullad metroù eus kaeoù an Oded emañ liorzh ar C’hoariva hag enni ez eus bodet gouennoù liesseurt-kenañ ha ral a-wechoù. Kempennet eo al liorzh en ur stil tost d’ar romantelezh saoz ha kaeraet eo gant ur poull ha plant dour. Dre un nebeud pazennoù maen e c’haller en em gavout war alezioù dindan c’heot en-dro d’ar rozeg kaer-kenañ. Gwelet a reer enni un nebeud gwezennoù kozh ha kaer. Unan eus liorzhoù koshañ Kemper eo (1904). Enskrivet eo war roll ar monumantoù istorel.

Gant digoradur ar pol Max Jacob e 2015 eo deuet liorzh ar C’hoariva da vezañ ul lec’h a bouez. E tu ar c’hae e vez degemeret ar bourmenerien hag ar bourmenerezed bepred dre ar c’hoariva Max Jacob, gant an Novomax en e-gichen bremañ, ur savadur nevez gouestlet d’ar seniñ ha pleustriñ muzik. N'em weskañ a ra brav talbenn wer ar batis nevez-se hag e wiskad koad kistin gant endro al lec’h. E tu ar straed Aristide Briand eo bet brasaet al liorzh gant ur c’horn pedagogel ha lestroù-jardin.

Gorread : 11000 m2.

Kavout a reer enni

Ur ginkgo biloba, ur wezenn-dulipez Amerika, ur sekoiaenn ramzel, gouennoù roz a-leizh, magnolia, tilh...

Da welet

Telwenn an daou amourouz, ar feunteun Wallace

Pollenariom-gedour

Pollenariom-gedour Pollenariom-gedour

Emañ Pollenariom Kemper, bet digoret e 2013, e takad ar redva-kezeg. Ur lec'h bet ijinet gant Kevredigezh pollenariomoù-gedourien Frañs (Association des pollinariums sentinelles de France) eo, evit titouriñ an abretañ ar gwellañ hag en un doare resis an dud allergek ouzh ar pollen. Ar pevare hini eo e Frañs.

Rakwelet barradoù pollen zo talvoudus evit ar yec’hed foran, rak evel-se e c’hall an allergologourien, bodet en ur rouedad, kelaouiñ an dud glañv. En deiz hiziv e vez diazezet ar c’hemennoù diwall graet e-kreiz ar mareoù pollenañ war an titouroù dastumet diwar kaptorioù en aer hepken.

En ur pollenariom-gedour e vez sellet ar pollenañ war-eeun war ar gouennoù a zo anv anezho ha gant doareoù hag a zo test eus un takad. An titouroù kavet e-giz-se a vez dastumet war-dro teir sizhun a-raok re ar c’haptorioù. Setu perak e vo gwellaet kalz, gant ur pollenariom staliet e Kemper, buhez pemdeziek an dud allergek war-hed 40 km tro-dro.

Deuet eo ar soñj dibar-se gant Claude Figureau, bet rener Liorzh ar Plant e Naoned, hag a zo bet e deroù krouidigezh Kevredigezh pollenariomoù-gedourien Frañs. Gantañ e-unan eo bet kadarnaet dibab tachenn pollenariom Kemper, e takad ar Redva-kezeg.

Ijin ha staliañ ar jardin zo bet kaset da benn gant Renererezh an Takadoù Glas, gant asant KPGF. An studiadennoù vez graet war an dachenn gant liorzhourien mennet hag a vez kaset d’an allergologourien.

Liorzhoù heverk all