• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Merañ endro an takadoù glas

Brudañ ar vevliesseurted dre ur merañ ispisial da bep plant

Abaoe ugent vloaz zo he deus dibabet Kêr Gemper kempenn pep takad glas en ur zerc’hel kont eus al lec’h m’emañ, eus e garakteristikennoù, eus an implij a vez graet anezhañ gant an dud. An hentenn labourus-se, anvet « mererezh a-ziforc'h », zo harpet war preder an diorren padus, ar pal dezhañ ober gant teknikoù kempenn hag a zouj ouzh an endro.

Perak dibab an dra-se ? Gant ar merañ a-ziforc’h e c’hall an takadoù foran dont da vezañ takadoù ma vez degemeret ar vevliesseurted ha ma c’hall dispakañ.

A bep seurt palioù zo.

Evit an endro :

  • saotrañ nebeutoc’h pa ne implijer ket produioù kimiek,
  • gwareziñ ar c’hempouezoù biologel hag ar vevliesseurted
  • talvoudekaat ar glazach gant ar roteliñ, ar plouzañ hag ar breviñ...

Evit ar sevenadur ivez :

  • lakaat ar glad war wel,
  • mirout glad an ardremez, ar plant hag al loened
  • treuzkas skiant-prenet al liorzhourien ha liorzhourezed

Evit ar gevredigezh :

  • gwellaat endro bevañ an annezidi en ur ginnig takadoù a bep seurt dezho,
  • kizidikaat an dud ouzh an endro,
  • lakaat an takadoù da glotañ gant an implij a vez graet anezho (tachenn-c’hoari, tachenn-diskuizhañ, ha kement zo…).

Evit an ekonomiezh ivez, evit gwellaat an traoù evit a sell ouzh ar c’hoskor, an dafar hag an arc’hant.

Gant ar merañ a-ziforc’h he deus gallet Kêr Gemper tapout al label «Takad glas ekologel » evit teir eus he liorzhoù : traoñienn Sant-Laorañs, plaenenn ar Meilhoù Glas ha liorzh Lokmaria. Roet e vez al label-se gant Écocert.

Pep liorzhour amatour a c’hall ivez sikour hag harpañ ar vevliesseurted en ur ober, da skouer, gant doareoù liorzhañ hep produ lazh-astuz na temz kimiek. Alioù a-leizh a vez roet gant an aozadur « Jardiner au naturel », a embann fichennoù pleustrek.

Al loened e kêr

Loened ha n’int ket ken droch-se

Merañ an takadoù glas evel peurvanoù…

Choazet he deus Kêr Gemper merañ takadoù glas zo en un doare naturel, gant loened hepken warno. En doare-se e c’haller chom hep ober gant produ lazh-astuz, na mekanikoù.

Meur a c'hounit a zo d'an doare-se d'ober : al loened ne beuront ket geot hepken, debriñ a reont ivez kreskennoù yaouank ar gwez, "geot lastez", ha lakaat a reont harz evel-se da greskoù re vras a c’hallfe mougañ ar pradeier. Ouzhpenn-se e vez bouetet an douar gant kaoc’h al loened ha pa vez mac’het an douar gant ar re-se e vez gwellaet ar vevliesseurted, ha aesaet adkresk ar plant ha diwan plant nevez zoken.

 gant saout brizh-du

Al loened e kêr Al loened e kêr

Implijet e vez saout brizh-du e Kemper abaoe 2008. Evel-se e tegas ar gumun he lod evit gwarez ur ouenn eus ar vro ha glad Breizh.  Ar saout brizh-du a veze desavet c’hoazh er bloavezhioù 1960, met aet e oa ar ouenn da get, koulz lavaret, 20 vloaz diwezhatoc’h.

... gant dañved

Abaoe 2019 ez eus 8 000 m² (diwar 40 000 m²) eus plaenenn Meilhoù Glas, serret gant ur neudenn dredan, 13 dañvad lanneier Breizh enni ur spesad rustek eus ar vro.

… gant givri

A-vare-da-vare e laka Kêr Gemper un ugent gavr bennak da gempenn an tachennoù a zo diaes mont enno, e-pad 2 pe 3 sizhun bep bloaz. Graet e vez ganto evit ober war-dro 7000 m2 traoñienn sal sportoù Penharz. Ingal e vez sachet evezh ar weladennerien ganto.

Ar c’hezeg pounner, loened evit mont war an holl dachennoù

Implijet e vez kezeg pounner evit kempenn koadoù hag a zo diaes mont enno. En enep d’an traktorioù e c’hall ar c’hezeg mont aes e pep lec’h ha n’o deus ket kalz a levezon war an endro. Graet e vez ganto evit tennañ plant aloubus zo (lore-kerez, kortaderia) hag evit skarzhañ kefioù marv ar gwez a zo kouezhet war an douar, a c’hall bezañ dañjerus evit ar bourmenerien pe a c’hall bezañ war o hent.

Karped c'heotdebreroien Krec’h Gwenn

Gant preder an diorren padus atav, ez eus bet lakaet karped c'heotdebrerien e stank Krec’h Gwenn evit lakaat harz da liesadur ar sualeg-pipoul (Ludwigia peploïdes) hag ar gleizh-dour-pederdelienn (Egeria densa), daou spesad plant aloubus. Abaoe 2006 e c’haller, gant ar pesked geotdebrerien-se, lakaat harz d’an aloubadeg-se, sikouret abaoe 2011 gant un aerier a ya en-dro gant energiezh an heol. Gant an ardivink-se e vez mesket an dour evit oksigenañ anezhañ gwelloc’h, ar pezh zo mat evit ar pesked hag a harz ouzh liesadur ar bezhin war un dro.

Gwenan talvoudus-kenañ

Gwenan talvoudus-kenañ Gwenan talvoudus-kenañ

En takadoù glas a zo e kêr ez eus meur a ruskenn. Graet e vez war o zro gant kevredigezhioù pe hiniennoù dre gendiviz. Mignonezed diziouerus al liorzhourien eo ar gwenan, rak sikour a reont ouzh yec’hed mat an takadoù glas en un doare oberiant ha sikour a reont ar pollenañ.

Amprevaned war skoazell al liorzhoù

Loened all a vent kalz bihanoc’h, na vezont ket gwelet, met ken talvoudus all, a vez implijet gant Renerezh an takadoù glas : an amprevaned skoazellerien. E tiez-gwer kêr, e takad ar Redva-kezeg, ez eo ar c’helien gwenn (Aleyrodoidea) unan eus enebourien ar plant. Daou seurt skoazellerien zo bet kavet da lakaat enno : ar pugnez (Macrolophus caliginosus) hag en em vag diwar ar vioù hag ar gwesped (Encarsia formosa) hag a zozv o vioù dezho e larvenned ar c’helien daonet-se. Ret eo menegiñ ivez ar buoc’hed-doue, anavezet mat evel debrerien c'hwen-gwez marlonk.

Evit stourm a-enep ar biskoul-prosesioniñ e implij al liorzhourien trapoù gant feromonoù, anezho danvezennoù kimiek naturel hag a zesach balafenned par ar spesad-se.

An holl loened-se, eta, zo skoazellerien brizius deomp. Koustoù izeloc’h, labourioù diaed kaset da benn, muioc’h a vevliesseurted, muioc’h a liammoù etre an dud er gevredigezh… A-benn ar fin, kalite hor buhez eo a ya war gresk gant se.

Lec’hioù evit ar chas desavet mat

Loened all a gaver e kêr ivez : hor mignoned pevarzroadek kaezh. Evit ma ne vefe ket re a gaoc’h-chas war an hentoù foran hag el liorzhoù he deus staliet Kêr Gemper "privezioù" evit ar chas e meur a lec’h e kreiz-kêr. Al lec’hioù sioul ha suraet-se zo takadoù traezhek etre 15 hag 20 m2, gant klouedoù tro-dro. Naetaet e vez al lec’hioù-se bemdez, met goulenn a reer ouzh an dud dastum kac’hadennoù o loened. Dastum anezho zo diskouez sevended : gant bolontez vat pep hini e vo propoc’h kêr hag he zakadoù glas, ha plijusoc’h a se evit an holl dud !

Liorzhañ hep saotrañ

Evit ar vevliesseurted, evit gwareziñ an dour hag hor yec’hed e ranker en em lakaat da liorzhañ hep diastuzer na temz kimiek.

Penaos dilouzaouiñ en un doare naturel ?

An dra gentañ : chom hep ober gant dilouzaouerioù. Gwelloc’h eo, goude se, ober gant doareoù ekologel evel an dilouzaouiñ mekanikel, gant an dorn gant ur vinetenn pe gant an dilouzaouiñ termek dre c’haz, ar plouzañ pe oc’h implijout plant golo-douar. Gallout a reer ivez adkempenn takadoù zo evit ma vint aesoc’h da zerc'hel prob, da skouer, lakaat un takad dindan leton da vont da brad.

Gant liorzhourien-kêr e vez implijet kalz tekniknoù naturel evit chom hep implij diastuzerioù. Gallout a rit, c’hwi ivez, kemer boazioù mat evit an endro. Ar garta « Liorzhañ en un doare naturel, kaer eo gouzout ! » zo bet krouet evit kelaouiñ gwelloc’h an dud war an diaezamantoù degaset gant an diastuzerioù, ken evit an dour, an endro hag ar yec’hed foran. Douget eo gant ar Sivaloded, sindikad etre kumunioù traoñienn an Oded.