• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Kemperiz nevez

Degemer mat e Kemper

Dilojañ a rit da Gemper a-benn nebeut. Aozet e vez gant an ti-kêr mintinvezhioù degemer evit an annezidi nevez. Ur wech m’ho peus ur chomlec'h e Kemper e c'hallit en em enskrivañ gant :

Servij an darempredoù foran

Ti-kêr ha toplad-kêrioù
"Contact nouveaux Quimpérois"
44, plasenn Sant-Kaourantin
29000 Kemper
plz. 02.98.98.89.89
Email : contact@quimper.bzh

Degemer kêrioù Bro-C'hall

Evit aesaat ho staliañ e Kemper, e c’hallit mont e darempred gant AVF Kemper. Ur gevredigezh stag ouzh rouedad "Accueils des Villes Françaises" eo, he fal degemer hag integrañ an dud hag ar familhoù nevez erruet.

Lec'hienn AVF Kemper

Kevredigezh tud war o leve Kemper (Arpaq)

L’Arpaq (Kevredigezh tud war o leve e Kemper) zo un aozadur he fal reiñ an tu d'an dud war o leve da gemer perzh e buhez ar gevredigezh, da vroudañ ar c'hengred, ha da ziorren obererezhioù kevredigezhel. Un aozadur hep pal kenwerzhel eo (renet gant lezenn c'hall 1901) hag en deus sinet un c'henemglev gant kêr Gemper. Ouzhpenn 1 200 ezel a zo ennañ, en o zouez war-dro 100 a dud a-youl vat hag ur skipailh a vicherourien.

Arpaq - Espace Simone Veil, 4 avenue des Cols Verts- 29000 Quimper. Tél. 02 98 55 53 86 - arpaq@orange.fr