• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ti an douristed Kemper Kerne

Meur a servij a zo evidoc'h e Ti an Douristed : 

  • Programm ar festivalioù ha sonadegoù pennañ, keleier dre vras war Kerne, Penn-ar-Bed, Breizh, Frañs...
  • Ur c'hatalog lojeiz vakañsoù, Bed & Breakfasts, ha tachennoù-kampiñ e Kemper ha Kerne
  • Gweladennoù heñchet e Kemper, kaset gant heñcherien hag heñcherezed aotreet
  • Ur servij derc'hel hotelioù
  • Ur servij aozañ ha skoazellañ evit ar c'hendalc'hioù hag ar seminarioù 
  • Gwerzh hentennoù bale, levrioù diwar-benn Kemper hag ar rannvro, ha skritelloù
  • Tikedoù evit troiadoù war vor ha war ar stêr : merdeadennoù war ar stêr Oded, troiadoù en inizi Glenan, Enez Sun, Enez Eusa, ha Molenez
  • Bilhedoù evit abadennoù liesseurt
  • Troiadoù gant ar c'harr-boutin (troiadoù en ilizioù hag er chapelioù)
  • Tikedoù Atout Sport : evit tañva obererezhioù sport d'ur priz dister
  • Gweladenniñ Penn-ar-Bed ha Kerne dre al linennoù bus standart
  • Ar Pass Kemper o kinnig 4 weladenn, diouzh ho tibab, evit 1 pe 2 den da 12 € hepken, ha kalz spletoù ouzhpenn
  • www.quimper.mobi, ho Internet beaj diazez ha digoust, an holl ditouroù ho peus ezhomm evit bezañ sur chom hep c'hwitañ netra e Kemper

Ti an Douristed Kemper Kerne

8, straed Élie Freron - office.tourisme.quimper@wanadoo.fr
www.quimper-tourisme.bzh