• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Plasenn an Amann

Gwechall e veze anvet plasenn ar C’holoennoù, ha plasenn an amann-pod da c’houde. Eno e veze gwerzhet amann goañv gwechall – a oa sall-put da virout anezhañ pell amzer e podoù krag. Ar blasenn a c’hallfe bezañ adanvet plasenn an Tiez-krampouezh bremañ, rak en em astenn a ra o leurennoù war ul lodenn vat anezhi.

Talbennoù an tiez o bannoù koad (17vet kantved) zo aozet gant postoù eeun a voe bihanaet o c’horbelladur ar muiañ ar gwellañ ; e mein eo ar mogerioù kostez evit parraat ouzh an tan a begañ a di da di. Daou di chalonied (niv. 4 ha 6 straed al Lise) eus ar 16vet kantved e greunit o deus un nor stumm ur grommell-baner dezhi, gwaregoù hag ur c’hinkladur kaer gant delioù war barlennoù ar prenestroù.

En niv. 1 eus ar straed-se ez eus unan eus an tiez frammoù koad bihanañ a zo e Kemper. Un estaj zo hepken, un talbenn pignon e frammoù koad hag a sko war ar straed hag un talbenn e mein a sko war ar blasenn hag a zo, evit gwir, ur voger hanterek kozh, hag a ziskouez e voe brasaet ar blasenn meur a wech a-hed an amzer.

En niv. 3 eus ar blasenn-se e weler un ti e vannoù koad heverkeus an doare-se da sevel tiez er 17vet kantved : mogerioù harz-tan a laka ar c’horbelladur war wel, postoù a-serzh tost-kenañ an eil re d’ar re all hag ur sabler kinklet gant dent bihan.

War ar blasenn-mañ, a oa liammet gwechall ouzh skolaj ar Jezuisted gant ar straed anvet straed al Lise en deiz hiziv, e oa ar mouller Guillaume Leblanc o labourat, evel m’eo diskouezet gant ur blakenn hag a voe engravet en e anv e 1683, en adraoñ an ti a zo e traoñ ar blasenn (niv. 13 straed ar C’hig-sall) hag a zo kinklet e dalbenn gant ur mozaik a vrude gwin Kervourc'h.

Al levrioù moullet gant an ti-moullañ a veze graet dreist-holl evit ar skolaj hag en o zouez e oa levrioù relijiel ivez, e brezhoneg a-wechoù.