Kemper, kêr arz hag istor, a ginnig un endro bevañ dibar d’hec’h annezidi ha dizoloadennoù dibaouez d’he gweladennerien. Gwir eo eo lec’hiet mat hor c’hêr hag ez eus ganti ur glad kaer-kenañ a-fet savouriezh.
Ret eo dimp talvoudekaat ar pinvidigezhioù-se dre zerc’hel kont bemdez eus hon endro. Gant ar spered-se eo e klask renerezh takadoù glas Kêr Gemper hor mad en ur labourat evit kaeraat hon endro bevañ.
Garedonet eo bet ar strivoù rak div wech he deus degemeret Kemper « Priz Meur Broadel ar Bleuñvañ », ar priz uhelañ war an dachenn-se.
Ma plij d’an holl dud gwelet an treuzelloù bleuniet war an Oded hag ar bleuñvegoù e-harz ar ramparzhioù, e chom kuzhet, a-wechoù, al liorzhoù kaerañ eus Kemper d’an dud na glaskont ket o gwelet. E korn ur straedig, e penn pellañ ur skwar bihan a seblant dister, ez eus lec’hioù dibar da ziskoachañ a-wechoù.