Gant Kêr e vez graet gant teknikoù kempenn evit doujañ d’an endro. Luc’hskeudenn : Pascal Perenneg. Abaoe war-dro pemzek vloaz zo he deus dibabet Kêr Gemper kempenn pep takad glas en ur zerc’hel kont eus al lec’h m’emañ, eus e zezverkoù, eus an implij a vez graet anezhañ gant an dud. An hentenn diaes-se, anvet « merañ a-ziforc’h », a glot mat gant preder an diorren padus ha da bal he deus ober gant teknikoù kempenn hag a zouj an endro.
Perak dibab an dra-se ? Gant ar merañ a-ziforc’h e c’hall an takadoù foran dont da vezañ takadoù ma vez degemeret ar vevliesseurted ha ma c’hall dispakañ.
A bep seurt palioù zo.
Evit an endro :
Evit ar sevenadur ivez :
Evit ar gevredigezh :
Evit an ekonomiezh ivez, evit gwellaat an traoù evit a sell ouzh ar c’hoskor, an dafar hag an arc’hant.
Gant ar merañ a-ziforc’h he deus gallet Kêr kaout al label «Takad glas ekologel » (TGE) evit teir eus he liorzhoù : traoñienn Sant-Laorañs, plaenenn ar Meilhoù Glas ha liorzh Lokmaria. Roet e vez gant an aozadur dizalc’h Écocert.
Pep liorzhour amatour a c’hall ivez sikour ha harpañ ar vevliesseurted en ur ober, da skouer, gant doareoù liorzhañ hep diastuzerioù na temzoù kimiek. Alioù a-leizh a vez roet gant an aozadur « Jardiner au naturel », a embann fichennoù pleustrek.
Al loened e kêr
Loened ha n’int ket fall
Merañ an takadoù glas evel peurvanoù…
Choazet he deus Kêr Gemper merañ takadoù glas zo evel peurvanoù. Kement-se a dalvez kement ha kempenn an tachennoù en un doare naturel gant loened. En doare-se e c’haller chom hep ober gant diastuzerioù, hep ijinennoù, na mekanikoù na karbedoù. Meur a dra zo mat evel-se : al loened ne beuront ket geot hepken, debriñ a reont ivez kreskennoù yaouank ar gwez, ha lakaat a reont harz evel-se da gresk re vras taoladennoù hag a c’hallfe mougañ al logelloù. Ouzhpenn-se e vez drusaet an douar gant kaoc’h al loened ha pa vez mac’het an douar gant ar re-se e vez gwellaet ar vevliesseurted ha harpet adkresk ar plant ha donedigezh gouennoù plant nevez zoken.
… gant saout brizh-du
Implijet e vez saout brizh-du e Lokmaria abaoe 2008. Peuriñ a reont 2,5 hektar a c’hlazvezegi war lez an Oded. Evel-se e tegas ar gumun he lod evit gwareziñ ur ouenn eus ar vro hag a zo lod eus glad Breizh. Ar saout brizh-du a veze desavet c’hoazh er bloavezhioù 1960, gant 500 000 penn-chatal, met aet e oa ar ouenn da get, koulz lavaret, 20 vloaz diwezhatoc’h, gant 300 penn-chatal renablet hepken. Gant ur steuñv gwareziñ hag oberoù evel hini Kemper ez eus bremañ 1800 parez eus ar ouenn-se, saout a vent vihan, kalet ha boas ouzh an douaroù treut (evit gouzout hiroc’h).
… gant givri
A-vare-da-vare e laka Kêr Gemper un ugent gavr bennak da gempenn an tachennoù a zo diaes mont enno, e-pad 2 pe 3 sizhun bep bloaz. Graet e vez ganto evit ober war-dro an draoñienn, dezhi ur gorread 7000 m2,hag ardremez sal sportoù Penharz. Mirout a reer outo da guitaat al lec’h ma vezont o peuriñ gant orjal tredan hag ingal e vez sachet evezh ar weladennerien ganto.
Ar c’hezeg pounner, loened evit mont war an holl dachennoù
Implijet e vez kezeg pounner evit kempenn koadoù hag a zo diaes mont enno. En enep d’an traktorioù e c’hall ar c’hezeg mont aes e pep lec’h ha n’o deus ket kalz a levezon war an endro. Graet e vez ganto evit tennañ plant aloubus zo (lore-kerez, kortaderia) hag evit skarzhañ kefioù marv ar gwez a zo kouezhet war an douar pe a c’hall bezañ dañjerus evit ar bourmenerien pe a c’hall bezañ war o hent.
Karped geotdebrer e Krec’h Gwenn
Gant preder an diorren padus atav, ez eus bet lakaet karped geotdebrer e stank Krec’h Gwenn evit lakaat harz da baotadur ar sualeg-pipoul (Ludwigia peploïdes) hag ar gleizh-dour-pederdelienn (Egeria densa), daou spesad plant aloubus. Abaoe 2006 e c’haller, gant ar pesked geotdebrer-se, lakaat harz d’an aloubadeg-se. Abaoe 2011 ez eus ivez un aeraer a ya en-dro gant energiezh an heol. Gant an ardivink-se e vez mesket an dour evit oksigenañ anezhañ gwelloc’h, ar pezh zo mat evit ar pesked hag a harz ouzh paotadur ar bezhin war un dro.
Gwenan talvoudus-kenañ
Gwenan talvoudus-kenañ
En takadoù glas a zo e kêr ez eus meur a ruskenn. Graet e vez war o zro gant kevredigezhioù pe hiniennoù dre gendiviz (Liorzhoù tiegezhel an Duchenn e Prad-Maria, Kevredad liorzhouriezh ha bokederezh…). Mignonezed diziouerus al liorzhourien eo ar gwenan, rak sikour a reont ouzh yec’hed mat an takadoù glas en un doare oberiant ha sikour a reont ar pollenañ.
Amprevaned war skoazell al liorzhoù
Loened all a vent kalz bihanoc’h, na vezont ket gwelet, met ken talvoudus all, a vez implijet gant renerezh an takadoù glas : an amprevaned skoazellerien. E tiez-gwer kêr, e takad ar Redva-kezeg, ez eo ar c’helien gwenn (Aleyrodoidea) unan eus enebourien ar plant. Daou seurt skoazellerien zo bet kavet da lakaat enno : ar pugnez (Macrolophus caliginosus) hag en em vag diwar ar vioù hag ar gwesped (Encarsia formosa) hag a zozv o vioù dezho e larvenned ar c’helien daonet-se. Ret eo menegiñ ivez ar buoc’hed-doue, anavezet mat evel debrerien c'hwen-gwez marlonk.
Evit stourm a-enep an amheuliered e implij al liorzhourien trapoù gant feromonoù, anezho danvezennoù kimiek naturel hag a zedenn balafenned par ar spesad-se.
An holl loened-se, eta, zo skoazellerien brizius deomp. Koustoù izeloc’h, labourioù skoemp kaset da benn, muioc’h a vevliesseurted, muioc’h a liammoù etre an dud er gevredigezh… A-benn ar fin, kalite hor buhez zo gounit gant se.
Abaoe miz Genver 2016 ez eo Kemper ur « Repu KGL ». Rak skoulmet he deus ar gumun un emglev gant Kevre Gwareziñ al Laboused evit tri eus he zakadoù glas : liorzh Prioldi Lokmaria, traoñienn Sant-Laorañs ha plaenenn ar Meilhoù Glas ma c’haller gwelet spesadoù laboused a-leizh. Ur wech adarre ez eo un anaoudegezh, evit kêr, eus ar strivoù graet ganti evit gwareziñ ar vevliesseurted.
Klotañ a ra ar repuoù KGL gant an oberoù ekokeodedour. Graet int dreist-holl evit an hiniennoù, ar skolioù, ar gelennerien, an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù hag ar strollegezhioù… Mont a reont d’ober ur rouedad oberiant evit ar vevliesseurt nes.
Loened all a gaver e kêr ivez : hor mignoned pevarzroadek kaezh. Evit ma ne vefe ket re a gaoc’h-chas war an hentoù foran hag el liorzhoù he deus staliet Kêr Kemper privezioù evit ar chas e meur a lec’h e kreiz-kêr. Luc’hskeudenn : Xavier Mignant
Al lec’hioù sioul ha suraet-se zo takadoù traezhek etre 15 hag 20 m2, gant klouedoù tro-dro.
Naetaet e vez al lec’hioù-se bemdez, met goulenn a reer ouzh an dud dastum kac’hadennoù o loened. Dastum anezho zo diskouez sevended : gant bolontez vat pep hini e vo propoc’h kêr hag he zakadoù glas ha plijusoc’h a se evit an holl dud !
Evit ar vevliesseurted, evit gwareziñ an dour hag hor yec’hed e ranker en em lakaat da liorzhañ hep diastuzerioù na temz kimiek.
An dra gentañ : chom hep ober gant dilouzaouerioù. Gwelloc’h eo, goude se, ober gant doareoù ekologel evel an dilouzaouiñ mekanikel, gant an dorn gant ur vinetenn pe gant an dilouzaouiñ termek dre c’haz, ar plouzañ pe oc’h implijout plant golo-douar. Gallout a reer ivez adkempenn takadoù zo evit ma vint aesoc’h da gempenn, da skouer, lakaat un takad dindan leton da vont da brad.
Gant liorzhourien-kêr e vez implijet kalz tekniknoù naturel evit mirout da ober gant diastuzerioù. Gallout a rit, c’hwi ivez, kemer boazioù mat evit an endro. Ar garta « Liorzhañ en un doare naturel, kaer eo gouzout ! » zo bet krouet evit kelaouiñ gwelloc’h an dud prevez war andiaezamantoù degaset gantan diastuzerioù, ken evit an dour, ken evit an endro hag ar yec’hed foran. Kaset eo war-raok gant ar Sivaloded, sindikad etre kumunioù traoñienn an Oded.