Koad ar Fruji
Koad ar Fruji
Moarvat ez eo ar c’hoad-se arouez Kemper ! Plantet e voe ar 6 hektar anezhañ gant gwez faou ha kistin. Gwastet e voe da vat e 1987 gant an avel diroll a c’hwezhas war Vreizh. Gant al labour kaset da benn gant liorzhourien Kêr eo deuet ken glas al lec’h ha ma oa a-raok.
Pourmen a reer e-touez ar gwez faou ha kistin a zo bet plantet en-dro, met ivez e-touez ar gwez bezv, skav-gwrac'h, derv hag onn. Stank-kenañ eo ar c’helenn ivez ha gouennoù man a bep seurt zo war an douar. Ar gouennoù hortensia a laka da soñjal en darempred strizh a zo etre ar vro-mañ hag ar gouennoù-se. E krec’h menez Fruji ez eus bet kempennet ur were, ha toullennoù zo etre ar gwez ivez evit ma c’hallfe an dud arvestiñ ouzh kalonenn istorel kêr.
Bez’ ez eo un dachenn a blij d’ar rederien a bep oad gant un droiad c’hlas 9km. Gorread : 26 ha. Mont dre hent Benoded
Ur c’hoadig diwar ar maez eo ma’z eus bet plantet dervennoù ha kistinennoù dreist-holl.
Un hentad-reteriñ zo gant balizennoù (www.quimper-orientation.fr).
Gorread : 5 ha. Mont dre vali al Laboused.
Gorread : 7 ha. Mont dre voulouard Breizh, straedoù Lengadok ha Rousilhon
Gorread: 5 ha. Mont dre hent Kerjestin.
Un hentad-reteriñ zo gant balizennoù (www.quimper-orientation.fr).
Gorread : 9 ha. Mont dre boull-neuial Kerlann Vihan, straed al Laboused.
Treuzet eo gant un droiad MTB (live gwer). Gorread : 10 ha. Mont dre vali ar Gornigell.
Mont dre hent bae Kerogan