jardin-du-prieure
Al liorzh, a-hed an Oded, e-kichen prioldi Lokmaria, zo bet kempennet adalek 1997 gant plant frondus eus ar Grennamzer, e doare liorzhoù ar manatioù da vare Anna Vreizh (1477-1514). Arouezioù ar relijion a weler mat eno. E-kreiz al liorzh ez eus ur c’hledour gant ur feunten a red an dour diouti, evel un arouez eus ar vuhez hag ar burentez, evel ar stêrioù a zoure ar baradoz gwechall. Ar pergola e koad derv a laka da soñjal e bolz an oabl, an alezioù a stumm kroazioù…
Alezioù an dachenn-se a zo mogerioù mein tro-dro dezhi zo ul lec’h digustum met pedagogel. Ar plant a vez gounezet e karrezennoù uhel ha rannet int hervez o implij. Mein-sklent zo kalz anezho. Implijet e vezont a wiskadoù evit kinklañ pe evel skor evit diskouez ar plant. Pep spesad a vez merket mat e anvioù latin ha gallek. Dibar eo al liorzh-se : an hini nemeti eo eus ar seurt-se e kêr.
He gorread : 1 700 m2.
Plant a-leizh ha n’ouzer ket mui petra a veze graet ganto, dasparzhet hervez o implij : edeier bevañs, plant mat da zebriñ, plant frondus, louzoù, plant livañ, plant kinklañ, ha kement zo…
Roet ez eus bet dezhi al label Liorzh heverk ha Takad glas ekologel (TGE)
Mont dre ar blasenn Bérardier ha dre straed ar C’homandant Avril
Digor e vez bemdez adalek 9e, serret e vez da eurioù hag a cheñch hervez ar mare-bloaz.
Jardin-de-la-Retraite
Liorzh ar Retred, ul lec’h dibar anezhi, zo gwarezet gant ramparzhioù ar gêr gozh mogeriet. Enni ez eus un heuliad peder liorzh tematek hag e c’haller mont eus an eil d’eben gant diri pe dre zorioù.
Kavout a reer enni
E-leizh a blant trovanel, ur vrizhkistinenn 150 vloaz.
Mont dre ar straed Elie Freron hag straed an Douvezioù. Digor e vez bemdez adalek 9e, serret e vez da eurioù hag a cheñch hervez ar mare-bloaz.
Jardin-de-la-paix
Emañ Liorzh ar Peoc’h uheloc’h eget Liorzh ar Retred. Kinnig a ra ur bed disheñvel-mik troet war-zu ar Mor Kreizdouar. Enni e tegas ar gwez-olivez hag ar pin-Alep da soñj eus perzh arouezel al lec’h-se, gouestlet d’ar peoc’h. Nevez-flamm eo al liorzh-se : e 2009 e oa bet boulc’het al labourioù pa oa bet toullet ur voger ha krouet un diri greunit, ha goude se e oa bet graet labourioù douarañ, krouet bolzioù, staliet an oued, rokailhez, ar winieg… E 2013 e oa bet echuet ar plantadegoù ha digoret Liorzh ar Peoc’h d’an dud. Gallout a reer pourmen a-hed « caladas » (alezioù meinet) hag alezioù dindan siprez, ehanañ dindan ar pergola eizh piler pe c’hoazh bamañ ouzh ar gwel meur dreistordinal war kalonenn istorel Kemper ha korzennoù an iliz-veur.
Gwechall e oa perc’hennet an dachenn-se gant chalonied an iliz-veur. E-kerzh ar 17vet kantved e voe ac’hubet gant kumuniezh itronezed ar Retred. Adprenet e voe an tachennoù hag ar savadurioù e-kichen gant Kêr e 1977. Digoret e voe al liorzh d’an dud e 1979 tra m’emañ ar servijoù-kêr (dielloù ha kêraozerezh) hag un ti evit ar retredidi e-barzh savadurioù e-kichen.
He gorread : 6 700 m2
Da welet
Kavout a reer enni
Plant eus ar Mor Kreizdouar hepken : meurta, gwez-olivez, lavand, roz-roc'h, siprez, gwini, pin-Alep, ha kement zo…
Mont dre ar straed Elie Freron ha straed an Douvezioù. Digor e vez bemdez adalek 9e, serret e vez da eurioù hag a cheñch hervez ar mare-bloaz.
jardin-theatre
War-hed un toullad metroù eus kaeoù an Oded emañ liorzh ar C’hoariva hag enni ez eus bodet gouennoù diseurt-kenañ ha rouez a-wechoù. Kempennet eo al liorzh en ur stil tost d’ar romantelezh saoz ha kaeraet eo gant ur poull ha plant dour. Dre un nebeud pazennoù maen e c’haller en em gavout war alezioù dindan c’heot en-dro d’ar rozeg kaer-kenañ. Gwelet a reer enni un nebeud gwezennoù kozh ha kaer. Unan eus liorzhoù koshañ Kemper eo (1904).
Gant krouidigezh ar pol Max Jacob e 2015 eo deuet liorzh ar C’hoariva da vezañ ul lec’h a bouez. E tu ar c’hae e vez degemeret ar bourmenerien bepred dre ar c’hoariva Max Jacob, gant an Novomax en e gichen bremañ, ur savadur nevez gouestlet d’ar seniñ ha d’ar pleustroù sevenadurel. Brav e kord e dalbenn wer hag e wiskad koad kistin gant endro al lec’h. E tu ar straed Aristide Briand eo bet brasaet al liorzh gant ur c’horn pedagogel ha kestoù-bleunioù.
Gorread : 11000 m2.
Ur ginkgo biloba, ur wezenn-dulipez Amerika, ur sekoiaenn ramzel, gouennoù roz a-leizh, magnolia, tilh.
Delwenn an daou amourouz, ar feunteun Wallace
Mont dre ar boulouard Dupleix.
Pollenariom-gedour
Emañ Pollenariom Kemper, bet digoret e 2013, e takad ar redva-kezeg. Ur benveg empennet gant Kevredigezh pollenariomoù-gedourien Frañs (KPGF) eo, evit kas kemennoù diwall abred, graet evit an dud allergek ouzh ar pollen. Ar pevare hini eo e Frañs.
Rakwelet barradoù pollen zo talvoudus evit ar yec’hed foran, rak evel-se e c’hall an allergologourien, bodet en ur rouedad, kelaouiñ o c’hlañvourien. En deiz hiziv e vez diazezet ar c’hemennoù diwall graet e-kreiz ar mareoù pollenañ war an titouroù dastumet diwar kaptorioù en aer hepken.
En ur pollenariom-gedour e vez arsellet ar pollenañ war-eeun war ar gouennoù a zo anv anezho ha gant doareoù hag a zo dezverkus eus un takad. An titouroù kavet e-giz-se a vez dastumet war-dro teir sizhun a-raok re ar c’haptorioù. Setu perak e vo gwellaet kalz, gant ur pollenariom staliet e Kemper, buhez pemdeziek an dud allergek war-hed 40 km tro-dro.
Deuet eo ar soñj dibar-se gant Claude Figureau, bet rener Liorzh ar Plant e Naoned, hag a zo bet e deroù krouidigezh KPGF. Gantañ e-unan eo bet kadarnaet dibab tachenn pollenariom Kemper, e takad ar Redva-kezeg.
Empennañ ha staliañ ar stignad zo bet kaset da benn gant Renererezh an Takadoù Glas, hag en doa bet ivez bennozh KPGF. An arselladennoù a vez graet war an dachenn gant liorzhourien mennet hag a vez kaset d’an allergologourien.
Digor e vez bemdez adalek 9e, serret e vez da eurioù hag a cheñch hervez ar mare-bloaz.
Gorread : 1 216 m2 – Tachenn-c’hoari evit bugale. Mont dre gae an Oded
Img illustration, affichage 100% : http://www.quimper.bzh/uploads/Image/7d/IMF_LARGE/GAB_REFONTE/19234_200_Travaux-d-amenagement-de-la-Providence-5-.jpg
Pa voe savet adti-kêr nevez Kerfeunteun e voe kaset labourioù da benn gant Servij an Takadoù Glas evit terkañ an ardremez. Bez’ ez eus gwez kaer (pin ha siprez) war al lec’h ha div renkennad tilh zo bet plantet ha tailhet ». Gant un hentad suraet e c’haller bourrañ gant sioulded al lec’h. Mont dre Alez an Eostiged.
Ar brasañ skwar e karterioù Kemper. Gorread : 5 200m2 - Tachenn-c’hoari evit bugale. Mont dre voulouard ar Vreudeur Maillet
N’eo ket tre ur gwir dakad glas. E-kichen parklec'h ar Brovidañs, koulskoude, ez eus un takad glas e-kreiz-kêr. Spesadoù plant a bep seurt zo a-hed an alezioù suraet evit an dud war droad hag ar marc’hoù-houarn. Drezo e c’haller mont betek ar Meilhoù Glas. Tachenn-c’hoari evit ar vugale.
Ti Kêr ha Tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant Kaourantin - 29000 Kemper - Pgz 02 98 98 88 87 - espaces.verts@quimper.bzh